Goude peñse an Napoli

D'ar Sul goude merenn, oc'h ober ur valeadenn war an aod e Penn an Hent Nevez. Difennet eo bet gant an aotrou Prefed, bete goût... petra ? E vije gwelet al loustoni degaset dimp gant an Napoli aet da beñseañ e-kostez Bro-Saoz.
Ankouaet em boa lavarout e oa "duadenn" anv an evn-mor a weler war ar skeudennoù, "foulque" e galleg, ma ne fazian ket. N'int ket gouez tamm ebet. Un dek metr bennaket e oan dioute pa luc'hskeudennis anezhe.

A-hend-all, e lavar Jilez Bentz, paotr an LPO, war Armor TV e oa bet kavet 300 loen louzet gant an druzoni du e 2005, 50 bennak en 2006, hag abaoe penn-kentañ ar bloaz-mañ tremen 240 abalamour da beñse (distaget "peuse" e Perroz) an Napoli. N'int ket klañv gant an naplez... met gant kleñved ar re vras tremeniri a zo e Mor Breizh !

Gireg Konan
Oberour: Gireg Konan

Posted by yoann on 31/01/2007
Gweloù / Vues: 3 - Aotre / Licence: License: by-nc-sa Creative Commons License