Degemer

Sonenn ar Mor-Du, gant Ifig Kastell

Sonenn ar Mor-Du, gant Ifig Kastell
Embannet gant gireg konan Mon, 2013-12-09 17:24 | | |

Kanet e Peurid d'an 29 a viz Du 2013.

Created by gireg konan on 9/12/2013
Creative Commons License
Viewed 3904 times
Downloaded 1408 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Komzoù
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Mon, 2013-12-09 19:17

Sonenn ar Mor Du (an Dour-Du)

Hervez doare ar c’haner Ifig Kastell

 

[ 2 X ] D’an daou warn-ugent a viz Du

Pa oan o tremen war ar pont

D’an daou warn-ugent a viz Du

‘Tiskennas ar Saozon er Mor Du       [ 2 X ]

 

‘Barzh er Mor Du p’oant diskennet

Ur plac’hig koant o doa laeret.

 

O doa laeret ur plac’hig koant

‘Vit kas ganto d’o batimant.

 

Ur plac’h yaouank a driwec’h vloaz

Hag en he c’halon oa kalz a joa.

 

Marivonig zo hec’h anv

Ginidik eus parrez Plouilio.

 

Ar plac’hig-se sur a ouele

Ar vartoloded a c’hoarzhe.

 

Plac’hig, plac’hig na ouelet ket

Rak ho puhez na gollfet ket.

 

Rak ho puhez na gollfet ket

Mes hoc’h enor ne lâran ket !

 

Aotrou Saozon din-me ‘ lârfet

Nen eo ‘met deoc’h ‘ vin oblijet.

 

Din ma-unan, d’am faotr a gambr

D’am martoloded p’o do c’hoant !

 

Aotrou Saozon din-me ‘lârfet

War ‘r pont da vale am lezfet.

 

O ya, plac’hig ha baleit,

Met taolit evezh bezañ beuzet.

 

Hag ar plac’h-mañ a c’houlenne

Ouzh ar Werc’hez un deiz a voe :

 

Gwerc’hez Vari, o, lârit din

‘N em daol er mor ya pe ne rin ?

 

Gwell eo ganeoc’h bezañ beuzet

‘Vit ‘ golfec’h hoc’h enor ur wech.

 

Hag ar plac’h-mañ he deus sentet

He fenn er mor he deus taolet !

 

Mes ur pesk bras eus foñs ar mor

‘Sav ar plac’hig war c’horre ‘n dour.

 

Ur barr avel a zo savet

Toull porzh he zad ‘n deus he c’haset.

 

Ma zadig digorit ho tor

Ho merc’h Mari a c’houl digor.

 

Ho merc’h Mari a c’houl digor

Deut d’ar gêr ganti hec’h enor.


[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ