Ar Vestrez Gaouiat, gant Ifig Kastell hag Annaig ar Gorju

Ur werz eus ar re vravañ.
AR VESTREZ GAOUIAT Kanet gant Ifig hag Annaig Kastell

Istor ur paour-kaezh paotr, hag a oa aet d’ar skol ha bet touellet gant e vestrez he deus tapet un all a-raok fin an termen bet laket ganti a-raok an eurejoù.

***

 Me zo un den yaouank ha nen on ket galant,
Me ' oar skrivo ha lenn gounit aour hag arc’hant,
Met me ' asuro deoc’h keit ' vo fin eus ma frepoz,
‘N hini choaz ur vestrez n' gousko na deiz na noz.

Me 'm boa choazet unan kaeroc’h evit al loar,
Ar vravañ plac’h yaouank a zo war an douar,
Me ‘c’h a da vonet bremañ, o ya, prest betek he zi
Da c’houlenn diganti, ya, bremañ dimeziñ.

‒Deboñjour deoc’h plac’h yaouank, setu me deuet d’ho ti
Da c’houlenn diganeoc’h, ya, bremañ dimeziñ
Diouzh ma lavarfet din, me 'c'h aio da studiañ
'Vit ur bloavezh pe zaou, ya, pe dri d'an hirañ.

‒It-hu ma servijer, it-hu da studiañ
'Vit ur bloavezh pe zaou, ya, pe dri d'an hirañ,
Neuze pa vin deuet en oad eus a bemp bloaz warn-ugent
Neuze me hoc’h eurejo hep koñje ma c’herent.

N'oa ket ar bloaz echuet ha na c’hoaz un hanter,
Na me 'm boa resevet eus he dorn ul lizher,
Ya, da lavaret din antreal incontinant,
« Kar ma zud ‘ deus ma dimezet ha nen on ket kontant.»

‒Salud deoc’h plac’h yaouank setu me deuet d’ar gêr,

Ya, pa 'm boa resevet eus ho torn ul lizher
Ya, da lavaret din « hastomp d' en em brepariñ »
Kar me zo deuet d’ar gêr, ya, 'vit hoc’h eurejiñ.

‒Dre onest den yaouank, kement hoc’h anavet,
Echu eo an amzer ma vezen d’ho soulajet,
Ya, sellit petra zo, o !, grit evel am eus graet,
Choazit ur vestrez all kar me zo dimezet.


Ma veze kement ‘zo tout a lavare din
'Vije bet treitourez na oan ket vit krediñ
Mes bremañ a gredan kalet an eksperiañs,
Adieu d’ar plac'h yaouank, adieu d’an holl fiziañs.

Posted by gireg konan on 17/06/2015
Gweloù / Vues: 12 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License