Amañ ez omp bepred !

Kanaouenn Dafydd Iwan, Yma o hyd, troet e brezhoneg gant Gireg konan.
Amañ ez omp bepred



« Yma O Hyd » gant Dafydd Iwan, lakaet e brezhoneg gant Gireg Konan




 

‘Peus ket soñj eus Nevenoe,



A vez ankouaet gant lod ?

Daouzek kant vloaz zo tremenet,

An amzer a dro he rod.

Pa varvas Tad hon Bro

E vab a gemeras ar penn,

Arvorig a yeas da Vreizh

Amañ ‘ vimp da virviken.



Amañ ez omp bepred !

Amañ ez omp bepred !

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

Amañ ez omp bepred !




C’hwezho ‘n avel a’r Reter,

Ar mor a grozo kreñv,

Kurun a strako pezh ‘garo,

Tan ha luc’hed en neñv !

Ra zivero daeroù ‘r gwangalon,

Ra zihuno hon breudeur,

Daoust m’eo du-sac’h kreiz an noz

E vimp prest ‘benn skleur ar beure !



Amañ ez omp bepred !

Amañ ez omp bepred !

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

Amañ ez omp bepred !

Amañ ez omp bepred !

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed






Bri ‘dougomp d’ar stourmerien

A boanias evit hon yezh

O tifenn gwirioù o fobl

Bet dispennet hep kaout mezh.

Evelte e huchfomp kadarn,

Ha pa ve en arvar a varo,

Ya, betek Trompilh ar Varn

Ar brezhoneg-eñ a vevo !



Amañ ez omp bepred !

Amañ ez omp bepred !

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

Amañ ez omp bepred !

Amañ ez omp bepred !

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

En desped d’an dud ha d’ar bed

Amañ ez omp bepred !

Posted by gireg konan on 06/09/2015
Gweloù / Vues: 93 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License