Degemer

Ur menaj kaer

Ur menaj kaer
Embannet gant gireg konan Mon, 2017-04-03 17:46 | |

Bugale skol-vamm Louaneg a gan "Ur menaj kaer", doare brezhonek ar ganaouenn amerikan "Old MacDonald".

Created by gireg konan on 3/4/2017
Creative Commons License
Viewed 306 times
Downloaded 157 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Ur menaj kaer
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Mon, 2017-04-03 20:13

Ur menaj kaer ‘n doa Yann Gouer gozh

 

Ur menaj kaer ‘n doa Yann-Vari, i hag i hag o,

Hag en e venaj ur marc’h glas, i hag i hag o,

Ha c’hiñ-c’hiñ amañ, ha c’hiñ-c’hiñ ahont,

Amañ c’hiñ, aze c’hiñ

Dre-holl ‘ klevan c’hiñ-c’hiñ.

Ur menaj kaer ‘n doa Yann-Vari, i hag i hag o.

 

Hag en e venaj ur vuoc’h vrizh...

Moñ-moñ

 

En e venaj un houad gwenn...

Kwak-kwak

 

Hag en e venaj ur gway ruz...

Houñ-houñ

 

En e venaj un azen louet...

C’hañ-c’hañ

 

Hag en e venaj ur c’hi gell...

Wow-wow

 

‘N e venaj ur c’hazh rous...

Miaou-miaou

 

En e venaj ur porc’hell roz...

‘Oc’h-oc’h

 

En e venaj un dañvad du,

Bê-bê...
[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ