Santiana
Setu ur ganaouenn eus Bro-Gembre troet gant GK. Kan moraerien hengounel eus Bro-Gembre, troet gant Gireg Konan. 1 O Santiana c’hwezh da gorn, Ai-ô Santiana Ar gwent a c’hwezh tro da Gab Horn, Prestik en em gavfomp er gêr 2 Ar c’herdin holl ‘vel bizhier rev, Ai-ô Santiana Rust eo ar mor, an nivlenn dev. Prestik en em gavfomp er gêr 3 Ti ma zad a zo gwenn ha koant, Ai-ô Santiana Roz ruz a gresk ken puilh ha stank, Prestik en em gavfomp er gêr 4 An evned bihan ‘ gan er c’hoad, Ai-ô Santiana Ma c’hi ‘vez ‘ c’hedal trouz ma zroad, Prestik en em gavfomp er gêr 5 E-tal an nor ez out, ma zad, Ai-ô Santiana Nen eus neblec’h bro all d’am grad, Prestik en em gavfomp er gêr 6 Bageal ‘reomp daoust d’ar skorn, Ai-ô Santiana An avel lemm ‘c’hwezh tro d’ar Horn, Prestik en em gavfomp er gêr
Posted by gireg konan on 29/04/2018