Degemer

Lagad an Heol

Lagad an Heol
Embannet gant gireg konan Thu, 2007-04-05 14:28 | | |

Barzhoneg "Lagad an Heol" a zo unan eus ar re vrudetañ bet skrivet gant hon barzhez muiañ-karet.

Created by Gireg Konan on 5/4/2007
Creative Commons License
Viewed 6822 times
Downloaded 2925 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Lagad an Heol
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Thu, 2007-04-05 14:36

Setu komzoù ar barzhoneg :

Lagad an Heol

 

— Heol ! Perak out ken diwezhat o tiblouz ?

Ha perak eo ken ruz da lagad ?

Ha bet ac’h eus en noz-mañ ur gwall-hunvre, en deus graet dit leñvañ dre da hun ?

— Na hun na hunvre na fall na mat.

Beilhet am eus an noz-pad…

Tra ma kouske ar c’hornôg dibled war ludu louet e lore me ’m eus graet tro an Douar.

Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon.

Gwelet ’m eus tud o vervel gant ar riv.

Gwelet tud o vervel gant an dic’hoanag.

Gwelet am eus tud o lazhañ tud, breudeur o ’n em dagañ.

Gwelet ’m eus pobloù mac’het.

Gwelet ur penntiern meur o kouezhañ dindan boled ur foll.

Gwelet forzh tud o leñvañ :

Ha chomet on bepred digas…

Gwelet ’m eus, avat, tud o c’hoarzhin goap ouzh ar re zo er boan, ouzh ar re zo en dienez

Ouzh ar re zo dindan ar yev.

Ha neuze am eus ranket leñvañ,

Ma ’z eo ruz c’hoazh va lagad.

— Heol ! Sec’h bremañ da zaeroù !

Mor-Breizh, emberr, a vo dous

D’az lagad ruz hag entanet…

 

Ur beure goañv 1964

 


[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ