Fast-Noise Trade
Ur strollad pop nevez e 2007 Fast-Noise Trade ! Amañ ur barzhoneg a yehann-Pier Kalloc'h. "Ar Vernikenn". Lakaet ar sonerezh get Gael Drion. Gitarour/kan : Gael Drion; Treujenn Gaol/kan : Patrick Drean; Sakso : Yehann Koliaz; Taboulinoù : David Ar Gall; Merour an abadennoù : Yann-Charlez Kaodal. Leun a donioù nevez a vo tu deoc'h selaou a-benn nebeut, da heul hennañ. A Soft Mutation Project ! Plijus-tre ar strollad. Startijenn 'zo. Evit ar selaouerien, ma n'o anavezont ket dija, setu amañ komzoù ar ganaouenn. Ar Vrenikenn Gwelet am eus un dra hep par : Ur garreg sonn war he divhar, Ha tro-ha-tro mor e kounnar ; Hag ar garreg, - uhel he fenn, E oa staget ouzh he c'hroc'hen, Bihan-bihan ur vernikenn. Digabestret ha didruez An tonnoù divent a darzhe ... Met ar vernikenn a zalc'he. Ha setu deuet ar mor d'arsav, Hag ar gaezh vrenikenn tanav D'ar roc'h a oa staget atav. Ar vrenikenn a oui' krogiñ : 'Zoc'h ar roc'h ema war e gein, Tra ne c'hello he distagiñ... Hama, n'en deus netra gwiroc'h : Èl ar vrenikenn war ar roc'h, Ma c'halon zo staget diouzhoc'h ! Yehann-Pier Kalloc'h, Àr an daoulin, Plon, 1921 Jean-Pierre Calloc'h (1888-1917). , Trugarez vras dis evit ar c'homzoù. Nend eus ket ar paour kaezh sonour lonket un tamm ag ar sonenn ? A galon genoc'h ! Get Fast Noise Trade 'vo moaien gober bourapl, d'ar re 'faota dezhe atav ! , Human Soft Mutation Project ! Mar faot da lod aoziñ un abadenn get sonerezh a-feson get Fast-Noise Trade pellgomzit d'ar 02 97 56 00 22 pe kasit ur postel da yann-charlez.caudal@wanadoo.fr , 'Vehe ket fall ur seurt gouiet peseurt ton arall a zo genoc'h, tudoù, mod arall penaos pediñ ur strollad a vez sonet ken nemet un ton getañ ? Kalon vat neuze !
Posted by David on 30/04/2007