Degemer

E-tal an tan

E-tal an tan
Embannet gant chapi Tue, 2007-05-29 01:32 | | |

"E-tal an tan", ur barzhoneg savet gant Anjela Duval, war ur sonerezh bet krouet gant "Chapi Chapo & les petites musiques de pluie" daou vloaz 'zo.

http://chapimusic.free.fr

Created by chapi on 29/5/2007
Creative Commons License
Viewed 6912 times
Downloaded 2490 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Komzoù "E-tal an tan"
Gwion's picture
Author: 
Gwion
Deiziad: 
Tue, 2007-05-29 09:36

E-tal an tan

                     I
Me n’am eus morse redet

War-lerc’h arc’hant nag aour.

’Skeud va labour ’m eus bevet

Gant va zud ’n o zi paour,

            Hag hon-zri, ’tal an tan,

            Er goañv goude koan,

            Gant marvailhoù ha kan,

            Ni ’ankouazhe hon foan.

                        II

Marvet eo va zud karet,

Pep eil gant ar gozhni.

Hag un deiz on ’n em gavet

Va-unan ’barzh va zi.

            Ha va-un ’tal an tan

            Er goañv goude koan,

            ’Lec’h kan n’eus met gouelvan

            ’N em c’halon leun a doan.

                        III

Bloavezhioù am eus stourmet

Ouzh kleñved ha dispi ;

Dre m’on a-viskoazh douget

D’al labour, d’ar studi.

            Met en noz ’tal an tan,

            Er goañv, goude koan,

            Ouzh netra ne ran van :

            Moredet en em poan.

                        IV

Met un deiz, « tra vurzhudus ! »,

Nijet eus Iwerzhon,

Heklev ho sonioù marzhus

A zihun va c’halon.

            Ha bremañ ’tal an tan,

            Er goañv, goude koan,

            Din va-unan m’o c’han

            Da luskellat va foan.

 

4 a viz Here 1962

http://www.breizh.net/anjela/barzhonegou/ 


[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ