Klemmgann ar c'hi telennour, gant Jef Fulup

Setu Klemmgan ar c'hi telennour. Met daoust hag ez eo ur gwir gi hemañ ?
KLEMMGAN AR C’HI TELENNOUR



Roit din un delenn arc'hant

Ma kanin daeroù an oabl

O lufrennaouiñ etre blev seiz

Ar gwiad-kevnid

 blev-beure

An deiz mouest ha lor



Un delenn da ganañ

Daouzek taol morzhol ar c'hreisteiz

Gleborek

Pa blav kousket en aer

An erer gant e zaoulagad digor frank

O taeañ an heol mouzhet



Un delenn da ganañ

An daeroù a zever

Ouzh divjod da zremm mouzhet

Plac'h



Pa 'z eo gwir

E vefe dleet gouestlañ d'az koantiz

Pep kan pep sonenn pep dasson

Pep pred eus buhez an den

Ha klask en-dro d'az tal

Ur pal d'an hent-se e kollan ennañ

Da roud

Ambrouget ma 'z on gant diboellegezh

Evned trist ar goañv du

Paour-kaezh teñvalijenn en tu-mañ d'an traoù

Ha te, telenn vac'hagnet ha besteot
Oberour: Gireg Konan

Posted by gireg konan on 12/09/2007
Gweloù / Vues: 9 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License