Gant Marivonig, sonet ha kanet gant Bernard Lazhbleiz ha Jakez Kloareg

Setu ur sonig fentus graet gant daou soner violoñs a-vremañ e-giz gwechall.

Marivonig

Polka piket sonet gant Jakez Kloareg ha Bernard Lazhbleiz, komzoù dastumet gant Bernard Lazhbleiz
d’ar Gwener 12 a viz Here 2007 e Kawan
Marivonig

Biskoazh nen on-me bet
Gant Marivonig, gant Marivonig,
Biskoazh nen on-me bet
Gant Marivonig da gousket.


Bet eo ha mont a rey…
‘Klask ar heiz.


Alies ec’h on bet…
‘Klask an ed.


Bet on ha mont a rin…
‘Klask al lin.


O ya, me ‘m eus c’hoant paotr
Ken ‘c’h on barrek, ken ‘c’h on barrek,
O ya, me ‘m eus c’hoant paotr
Ken ‘c’h on barrek da vont da sot.

Posted by gireg konan on 13/10/2007
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License