30 vloaz Bagad Pañvrid

Disadorn diwezhañ, ur pezh mell jabadao e Pañvrid-ar-Beskont. E oa ar bagad o lidañ e dregontvet deiz-ha-bloaz. Ur mil bennak a dud a zo bet ha plijadur o selaou ar sonerezh, o tañsal, o welout mignoned kozh hag o klakenniñ... Ur gouel evel ma plijfe dimp gwelout aliesoc'h. Ne oa ket gnañ-gnañ an abadenn gant ar bagadoù hag ar strolladoù a oa, e-touez ar re wellañ e Breizh, hag ivez a-drugarez da Ramonerien Peulvinier hag o sonerezh hanter-hent etre ar sonerezh hengounel ha peunk ! Hejet eo bet ar c'horfoù hag ar speredoù, ha setu an holl o vont d'ar gêr pep a vousc'hoarzh ganto war o genoù.

Posted by gireg konan on 28/09/2008
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License