Txoria Txori, o kimiadiñ

Skolajidi Skolaj Diwan Bro-Dreger o kimiadiñ diouzh o mignoned e Donostia, joa ha tristidigezh war un dro.
Txoria txori Hegoak ebaki banizkio
Neria izango zen
Ez zuen aldegingo
Bainan honela
Ez zen gehiago txoria izango
Eta nik, txoria nuen maite

En ur lemel kuit e zivaskell c'hell
E vije bet sur din-me
Ne vije ket aet gwall bell,
Nemet evel-se
Ne vije ket bet da vat un evn ken
'Vidon-me, eo an evn a garen.

(tr. IK/GK)



Ur varzhoneg war ar garantez eo, bet savet gant ar barzh Joxean Artze. Diskleriañ a ra hemañ e oa 24 pe 25 bloaz pa savas ar gwerzennoù-mañ. "Alies, emezañ, e kaver temm an evned en hon c'hanaouennoù kozh. Soñjet em boa neuze e c'hallen liammañ skeudenn an evn ouzh hini ar frankiz. Amañ e kaver ur gudenn, hini frankiz un den hon eus c'hoant da berc'hennañ. Dre unan-a-zaou, pe e vac'hit anezhañ/anezhi evel un evn en e gaoued, pe e/he g-c'harit evel m'emañ, ha ma fellfe dezhañ pe dezhi ho tilezel, leuskit eñ pe hi da vont a-raok"... Ganet eo bet hemañ e 1933, ha gouestlet en deus e vuhez d'ar sonerezh ha d'ar varzhoniezh e-barzh ar strollad Ez dok amairu asambles gant Mikel Laboa ha Maite Idirin. Unan eus brudetañ barzhed an euskareg eo. Eñ eo a savas komzoù Txoria txori (Hegoak).

Posted by gireg konan on 11/07/2009
Gweloù / Vues: 3 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License