Pakataerezh vioù "An Drinded" e Plijidi

An holl a oar ez eo Breizh unan eus ar broioù a brodu ar muiañ a yer hag a vioù en Europa. Setu neuze, amañ, ur stal a bakata vioù hag a gas anezhe da werzhañ gwech e stalioù bihan ha bras ar vro, gwech all da bellvro, Pariz, Korsika, Mayotte ha marteze a-benn nebeut da Vro-Saoz. Ur stal vodern eo, hi-tek zoken, hag a ra eus he seizh gwellañ da heuilh reolennoù an endro, ar yec'hed ha diboaniañ an implijidi dre vezañ ostilhet mat. Ur vicher start eo daoust da se ha kevezerezh zo. Degas a ra labour ivez e Kreiz-Breizh, ar pezh a zo prisïus.

Posted by gireg konan on 10/10/2009
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License