Pennglaoued o teredek war-du o boued

Ul levr a zo bet nevez embannet gant Skol Vreizh, skrivet gant Madalen an Amour ha skeudennet gant Ivet al Loued. Anvet eo : Evned ma liorzh. Amañ e vez lennet deomp "Pennglaoued o teredek war-du o boued" gant Madalen an Amour hec'h-unan.
Pennglaoued o teredek war-du o boued



Ur blijadur eo, e-kerzh ar goañv, gwelet ar pennglaoued e-touez bleñchoù dizeil ar gwez bezv. Abred diouzh ar beure e teuont an eil war-lerc'h egile da bigosat an tamm druzoni staget ganin a-ispilh ouzh ur brank. Fentus e vezont a-wechoù daou pe dri asambles e-pign ouzh ar roued hejet-dihejet gant lusk an avel. 0 richan seder ha skañv a zihun ar mintin ri­vidik. Gervel a ra ar pennduiged bras o c'hen­seurted :

« Deuit ! Deuit ! Amañ ez eus ar pep gwellañ da zebriñ. Ha bemdez e vez kavet ke­mend-all. »



Klevet gante ar c'heloù e tered neuze pennglaoued a bep seurt : galveniged glas ken koant ha ken prim ha pennduiged bihan gwenn ha du, gant o c'habellig sonn war o fenn evel ur gribenn ; diskennet eo ar re-mañ eus ar gwez pin e-lec'h ma kuzhont an aliesañ a-hed ar bloaz.



E-barzh al laouer blat staliet uhel war ur peul ez eus greun a bep seurt hag ivez un tamm druzoni marc'had-mat. Pinted, rujo­denned, meleneged, piged ha kegined a-we­choù, turzhunelled, a bep eil pe asambles ez erruont holl war ar plas da gemer o lod eus ar boued kinniget dezhe.

Posted by gireg konan on 23/01/2010
Gweloù / Vues: 5 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License