Un istor a-bouez

Tennet eus Cholori, niverenn 61, 1988
TESTENN

Un istor a-bouez



Tennet eus Cholori, niverenn 61, 1988.



ABRED e krogas gwreg an Tad Nedeleg gant he Iabour er bloaz-se, da brientiñ he chokoladoù ha madigoù Nedeleg. Miz Du e oa, ha rekipeoù he doa ijinet. Eus he c'hegin e nije frondoù saourus kuit, betek burev an Tad Nedeleg. Hemañ a oa da vat o lenn hag o renkañ al lizhiri niverus a errue dija, met penaos labourat ha disoñjal ar c'hwez chokolad-se a gase an dour d'e c'henoù ?

Nag ur souezhadenn vat neuze evitañ pa welas e wreg o tont gant ur fornellad chokoladoù ! 

« Da dañva ! » emezi. Setu neuze tañvaet unan, daou, menam-menam,... ur saour !... ha tri, ha pevar… « N’eo ket dav din goulenn da ali diganit, a gav din ! » a lavaras ar Vamm Nedeleg. Ar peurrest a voe lezet gant an Tad Nedeleg. « Arabat dit debriñ re er memes devezh, fall eo evit da avu ! »

Met ne oa ket an Tad NedeIeg evit padout, ha dindan un eurvezh e lonkas anezho holl : dek, ugent, tregont, hanter-kant… Ne chome mui, ha tapet en doa an Tad Nedeleg ur c'hleñved spontus : AN DIOUER A CHOKOLAD.

E-kerzh an noz-se, pa voe kousket c'hwek e wreg, e tiskennas betek ar gegin. Aze e oa berniet boestadoù ha boestadoù Iipouserezh. Hag an Tad Nedeleg da Iipat e vourroù, a- raok kregiñ gant e adkoan…

Hag an noz war-lerc'h e tiskennas adarre, hag an noz war-lerc’h c’hoazh, hag evel-se bemnoz betek kreiz miz Kerzu.

Tro ar pemzek e teuas c'hoant d'e wreg da naetaat e vantelI ruz a servije dezhañ e nozvezh ar Pellgent. Setu diboultrennet ar vantell, ha klask a reas an Tad Nedeleg gwiskañ anezhi. Met, siwazh ! Ken ront e oa deuet da vezañ gant debriñ chokolad bemnoz ma ne skoulme mui ar vantell, na pell alese !

— « Gwellaet ec'h eus, 'm eus aon !" a lavaras e wreg, "lskis eo, ne ran ket boued druz dit, koulskoude... »

An Tad Nedeleg, mezhus an tamm anezhañ, ne anzavas ket e dorfedoù d'e wreg. Chalet e oa memestra : ne oa mantell all ebet gantañ evit mont da reiñ ar profoù, ha forzh penaos ne oa ket prest da dremen dre doull siminal ebet gant e gof tev, tev-tev evel ur varrikenn…

Ha piv neuze a raje an droiad?

— "C'hwi, marteze...?" emezañ d'e wreg, toutek.

— « Me ? Biskoazh kemend-all ! Gant ma remm, mont d’ober ma marmouzez war an toennoù ? A, nann 'vat ! Chom a ra dek devezh dit da goll da giloioù re. Kemer da zilhad sport, ha kae da redek ! Soubenn legumaj hag ur yaourt az po fenoz evit koan. Hag hep sukr, ar yaourt ! »

Ar paour-kaezh Tad Nedeleg a rankas c’hweziñ ha dic’hweziñ bemdez neuze. Redek, debriñ nebeut ha traoù divlaz, ha redek c’hoazh, mont war varc'h-houarn hag evañ litradoù dour. Ken skuizh e oa neuze goude e zevezh sport ma ne zihune mui evit mont da « dañva » ar chokoladoù diouzh an noz...

Ha, burzhud ! Goude dek devezh e oa steuziet e gof, dic’hwezhet e zivjod, ha skañvaet e droad. Gwiskañ a reas e vantell ruz gant plijadur, ha mont a reas gant e brofoù. Un tamm levenez en doa da lezel e pep ti en nozvezh-se !

0 tont d’ar gêr en-dro mintin abred e kavas ur pakadig evitañ. « A-berzh ar Vamm NedeIeg » a oa skrivet war ar paper. Ha divinit petra a oa e-barzh?...

Chokoladoù, evel-just !

(N’eus ken !)

Posted by gireg konan on 08/12/2013
Gweloù / Vues: 54 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License