Home

Noz an Nedeleg, gant Yann-Fañch Kemener

Noz an Nedeleg, gant Yann-Fañch Kemener
Submitted by gireg konan on Wed, 2013-12-25 12:05. | |

Istor santez Berc'hed addispleget gant Yann-Fañch Kemener. Testenn da heul.

Created by gireg konan on 25/12/2013
Creative Commons License
Viewed 4883 times
Downloaded 2093 times

You can play this video on your own site by integrating the Kaouenn Net player.
Just insert the following line of code in your web page:

[ login or register to post comments | Watch/listen | Download ]

Subject: 
Noz an Nedeleg
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Date: 
Wed, 2013-12-25 12:08

Noz an Nedeleg

Gant Yann-Fañch Kemener

 

Noz an Nedeleg e lavarer a zo un nozvezh dreist-ordinal.

Noz an Nedeleg ne lak kement den na droukspered tapout krog warnoc’h, na pegen kriz e vefe. Noz an Nedeleg, e-pad ar Gorreoù, ma vez daou ijen, e c’hell un den klevout anezho o kontañ. Setu bremañ e oa ur mestr ag (eus) ur gomanant a faote dezhañ klevout petra a lavare e zaou ejen en noz-se. Setu eñ aet ha d’en em ledañ e-barzh laouer al loened hag en doa klevet anezho o lavarout :

–D’ober petra ec’h efomp a-benn warc’hoazh ma far ?

–Kas hon mestr d’an douar !

–Ha ne rit ket se !, emezañ, hag eñ da sailhat ag al laouer ha da dapout un hach evit lazhañ e zaou ejen. Kement ha bremañ e oa un treust a-us d’e benn, ha p’en doa savet an hach da skoiñ, e oa kouezhet war e benn ha lazhet anezhañ.

 

* * *

 

Ar gontadenn-mañ ec’h an da gontañ deoc’h zo bet tremenet e bro ar Jude en ur gêrig anvet Betleem. Impalaer bras Rom en doa ordonet d’an dud ‘n em enskrivañ pep hini e-barzh e garter. Kement hini anezhe a oa deuet. Pinvîkañ ostiz oa ‘barzh Betleem, en ur welet an dud o tremen, a lavaras d’e wreg :

–Lâret e vez zo tremenet miliadoù a dud dre amañ. Leun eo hon zi hag hon c’hambroù. Ne vez ket kavet kambr ebet e kêr ken. Ma tremen ne vern ket peseurt gabouilhad pe reder-bro, serromp hon dorojed (dist dorojoù) ha greomp dezhe hag ec’h aint drek an ti.

 

Tamm-ha-tamm, dre ma tostaas an noz, en em skarzh ar ruioù. Ne chome ket ken nemet div pe deir gozh komêr oc’h astenn o fri. Unan anezhe a lavaras d’eben :

–Daoust ha piv e oar goantenn-mañ o tont a-grec’h gant an hent ? Seblantañ a ra bout gwall yaouank ha hi dougerez koulskoude ! Gwenn eo he robenn ha du begoù he mañchoù.

–Ya avat, a lavaras unan all. Hag an den zo ganti ? Daoust ha pe he gwaz pe he zad an hini ‘c’h eo ? Gwenn eo e varv ha moan e fas. Koulskoude ec’h eo gwall akuitus deus-hi.

 

Jozeb ha Mari a oa o vale dre ar bed, ha en un (ur) dremen e-tal ar c’homerezed e c’houlennjont :

–E-men e vefe bet moeien bout lojet ?

Diskouezet e oa bet hent an ostaleri (osteri) dezhe ha pa oant erru e-barzh en ostaleri o doa goulet bout lojet.

–Skarzhit ag amañ, a oa bet lavaret dezhe. Amañ ne vez ket lojet kanailhed. Amañ ne vez ket lojet nemet tudjentil ha beleien, priñsed ha baroned ha tud ar Roue pa vez ret. »

 

An den-mañ en doa ur mab kloareg, hag ar mab a lavaras d’e dad :

–Na diodad oc’h-c’hwi. N’eo ket c’hwi zo kaoz ma ‘c’h eo ma c’hoar Berc’hed evel emañ ? N’eo ket c’hwi zo kaoz ma ‘c’h eo ganet ma c’hoar Berc’hed hep divrec’h ? Akordit ‘reiñ ul lojeriz dezhe, da vihanañ, e c’hellfent diskuizh !

E-giz-se e oa bet lakaet Jozeb ha Mari e-barzh er c’hraou. Ha pa oant erru e-barzh er c’hraou o devoa gwelet e oa un ejen hag un azen eno. Mari oa skuizh hag he doa kousket diouzhtu. ’Keit e oa-hi o kousket he doa hunvreet. Ar mab a oa en e sav diraki hag a lavare dezhi :

–Mammig paour ! C’hwi zo kousket pe ledet en ho repoz ?

–N’oaran (n’ouezen) ket, em boa c’hoant kousket pe astennet en ma repoz ? Met soñjal a ran e-barzh un dra a sell diouzhoc’h.

–Ha petra ‘soñjit neuze ?

–Gwelet a ran tud o tont gant gouloùier. Dont a reont sa deoc’h (etrezek c’hwi) evit hoc’h arestat ! Stlejañ a raint ac’hanoc’h tre gwenojennoù ar menez, tre betek penn. Stagañ a raint ac’hanoc’h ouzh ur groaz. Gwelet a ran anezho o skeiñ warnoc’h gant skourjezoù plom. Redek a ra ar gwad war ho fas. Sevel a ra hoc’h ene d’an Neñv en ur c’harmal.

 

N’oa ket he c’homzoù peurlavaret a-benn e oa dihunet. Dre frenestr an doenn a-us d’he fenn e welas e oa uhel ar stered. Ar frouezh a oa e-barzh he c’horf a oa krog da reiñ da c’houzout e faote dezhañ dont er-maez. Mari a lavaras da Jozeb :

–Savit ‘ta, ma amzer zo erru tost.

N’oa ket he ger peurechuet a-benn e oa ganet ar Mabig Jezuz.

 

Mari a lavaras da Jozeb :

–It da glask unan (d’ = deus) a verc’hed an ti da reiñ un tamm sikour din.

Pa oa erru Jozeb e-barzh en osteri (ostaleri), e oa lavaret dezhañ mont pelloc’h.

–Aet eo ma merc’hed da gousket, ha ma mitizhien zo tout okupet.

–Gwelet ‘m eus unan souchet e-barzh korn ar c’houign (korn).

 

Neuze e oa savet Berc’hed a gornig an oaled da zont davetañ da vont betek ar c’hraou.

–Petra reot ganin-me, pa ‘m eus na dorn na divrec’h, na daoulagad da welout.

 

N’oa ket he ger hanter lavaret, a-benn he doa lakaet Mari an hini bihan war barlenn Berc’hed. Ha pa oa bet lakaet an hini bihan war barlenn Berc’hed, e oa savet divrec’h ha daouarn dezhi ha daoulagad da welout. Neuze e oa en em lakaet Berc’hed da ganañ da lakaat an hini bihan da gousket.

 

An deiz war-lerc’h da veure, Mari a lavare dezhi :

–Chomet oc’h (‘ ba) e-tal din a-hed d’an noz-mañ. Roet e vo deoc’h da dañva (-t) blaz ar sklêrijenn beurbadel. Ar merc’hed war boent gwilioudañ a bedo ac’hanoc’h. Roet e vo ar galloud deoc’h da reiñ nerzh ha yec’hed d’ar vugale, ha laezh d’ar magerezed.

 

Dreist d’ar stered en Neñv zo bet gwelet ur vandennad aeled o sevel en ur ganañ :

–Gloar da Roue ar Firmamant. Gloar da Grouer an Heol hag al Loar ha kement zo war an Douar.

 

En ur glevout anezho o kanañ, ar Bed en em laka da dridal. Neuze e oa savet ur steredenn en Neñv, hag e oant aet tout war he lerc’h : priñsed, baroned, artizaned ha roueed.
[ login or register to post comments ]

Languages

User login