E-pad an deiz...
E-pad an deiz Krouet get 6vet klas Skolaj Diwan Gwened e miz C'hwevrer 2014 E skolaj Diwan eh omp ar re vravañ, Ne vern da besort kourz, 'pad an hañv er gouiañv ! Debriñ a raomp katev er c'hentelioù brezhoneg, Ha krogadoù mell-droad 'pad ar gentel galleg ! E skolaj Diwan eh omp ar re greñvañ, Ugent diàr ugent eo ar geidenn izelañ, O nag an ehanoù 'vez ar c'hentelioù gwellañ 'D eus ket kelennerion, é klemmichal dizehan E skolaj Diwan eh eus ur polpegan Troioù-kamm a ra deomp, na bout ema bihan Sachiñ blev ar merc'hed, taolioù troad d'ar baotred Ha dre e daolioù kamm, 'ma skarzhet ar prefed ! E skolaj Diwan eh eus lan a draoù brav Bokedi liv an aour ha sonerezh atav Komz a raomp brezhoneg, na kaer eo ar vuhez, Komz a raomp brezhoneg, eürus eh omp bemdez ! Diskan : 'Pad an deiz, 'pad an noz E rankan labourat e'it tapout notennoù mat 'Pad an deiz, 'pad an noz Ne ran ket 'met kousket hag e hunvrean mat.
Posted by David on 28/02/2014