Al laouelan, kanet gant Annie Ebrel
Setu ur ganaouenn kanet gant Annie Ebrel, "al laouelan" pe "al laouenan", ur ganaouenn hag a zo bet anvet ivez gant Fañch an Uzel, pe an Uhel ma 'z eo gwelloc'h ganeoc'h, "ar gevier". Al Laouenan (laouelan) pe ar gevier Kanet gant Annie Ebrel diwar ur stumm dastumet e Poullaouen gant Humphrey Humphreys. Ar pozioù nen int stouet a zeu eus doareoù all eus ar ganaouenn kavet e F. an Uhel hag all… En deiz all o vale ‘oan bet Delin delan delêno Ul laouelanig ‘m boa tapet Delin delan delan dela (2X) Tralalalala lêno Pa oa tapet, tapet e oa ‘Oa lakaet er c’hraou da lardañ. Pa oa lardet, ha lardet mat Klasket ar c’higer d’e lazhañ Ar c’higer hag e vevelien A grie forzh a-bouez o fenn A grie forzh a-bouez o fenn Da lâr’t oant ket ‘vit e zelc’hen Na oant ket evit hen derhel, Pa welas ‘ tont paotr ar gontell. An vamm gozh e-tal an tan ‘Doa bet dalc’het al loen bihan –Klaskit pep a garr houarnet Da gas al loenig da Naoned. O tonet alese d’ar gêr ‘Deus bet gwelet kalz a draoù kaer Gwel’t ‘deus ar c’helien o tornañ Hag ar c’hwibu o tibellañ An touseg oa o tougen plouz Ha c’hoazh ne rae ket kalz a drouz Ar c’hazh oc’h ober tro al leur Peder logodenn ouzh e heul Peder logodenn hag ur razh O tougen teil war ur c’hravazh Ma ‘lâre ‘l logogenn d’ar razh Kargañ dezhi, e tougfe c’hoazh Goude ‘doa gwelet tri forc’hell ‘Oant o tañsal en ur skudell Ha dañsal ‘ raent magnifik Met o flasoù a oa justik Goude ‘doa gwelet ar gegin Honnezh zo ‘n tamm loenig fin Ha honnezh zo ‘n tamm loenig fin Pignet ‘n ur wezenn ivin Mont ‘rae d’an nec’h a vrank da vrank ‘N ur vrodañ ‘nezhe gant neud arc’hant Dre ma ‘c’h ae-hi ‘trezek an nec’h E troc’he tout ar boutoù sec’h Ar vamm-gozh a oa dindan Klask un tamm koad d’ober he c’hoan Goude ‘doa gwelet ar goukard-kleiz (ar gerc’heiz) War lein ar roz o nezañ seiz War lein ar roz o nezañ seiz Hag ar goukoug o kanañ dezhi Goude ‘doa gwelet ar goukoug ‘Tougen Montroulez war he chouk Ha c’hoazh ‘doa gwel’t un aner-zall Klask kas ar bed-mañ d’ar bed all. Kouskit aze, ma mabig-me, Ken 'savo 'n heol en beg ar gwez...
Posted by gireg konan on 16/09/2009