Strollad Euskal Herria Bai, votadegoù departamant

Unvan eo strollad politikel an tu-kleiz en Hanternoz Euskal Herria. Labour a van c'hoazh d'ober e Breizh ! ! ! ! ! !

Koulskoude e vo ret unvaniñ nerzhioù brogarour Breizh 5 D evel e Bro-Euskal e-lec'h m'eo unvan an tu-kleiz brogarour (Batasuna + 2 pe 3 strollad all). Engortoz emaint da zont da vezañ an eil nerzh politikel er vro. E-pad an amzer-se emaomp o koll hon nerzh hag hon amzer war listennadoù aozet gant ar PS, ha c'hoazh e roer dimp postoù a netra ! Distrujet eo bet Bzh 5 gant ar PS ha c'hoazh ez eomp ganto ! Spi zo e vo se ar wech diwezhañ hag emaomp o prientiñ votadegoù rannvro fin ar bloaz. Spi hon eus e vo se ar wech diwezhañ da vont gant ar PS, hag en em lakaimp da labourat evidomp hag ar Rannvro a-benn ar fin !

PS ! : EHB = Euskal Herria Bai = Bro Euskal Ya

Posted by gireg konan on 13/03/2015
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: pd Creative Commons License