Kanenn Nedeleg
Kanenn Nedeleg gant Kanerien Sant Vazhe Montroulez. Enrollet eo bet e 1979. Ouzhpenn d'al laz-kanañ e vez klevet Pevarad Leon gant Eliane Pronost, ar Gleskered ha laz-seniñ simfonek Gi Roparz. Ur meulgan eo ar Ganenn Nedeleg-mañ. Ar Pevarad Mouezh un den a glever o krial : A-dreuz an dezerzh digorit an hent d'an aotrou ! Ra vo stanket pep traonienn, diskaret pep menez ! Emañ gloar an Aotrou o vont da barañ ! Ar boud hag al laz-kanañ Un arc'hael a-berzh an Aotrou Da Vari 'zegasas keloù E oa gant Doue dibabet Da vezañ mamm Salver ar Bed. Mari a respontas neuze Servijerez on da Zoue, Ra vo graet din, Ael Benniget, Hervez m'ho peus din lavaret. Tenor ha laz-kanañ Petra zo 'ta a-nevez Ma 'z eus joa, levenez ? Perak ez a dre vandennoù An dud d'an ilizoù ? Ar Mesiaz zo ganet Eus ar Werc'hez vari, Kanomp gant joa ha gant resped Gloar da Salver ar Bed. Laz-kanañ o kanañ giz ar c'h Carols saoz. 'N devezh-mañ, o bugelig, E welomp ho karantez, Ni a gan meur a gantik, Kantikoù hon levenez ! O Jezuz, Salver karet, selaouit hon pedennoù ! Enor deoc'h, Jezuz ganet eus Mari ar Werc'hez c'hlan, Meuleudi d'ho tad karet ha enor d'ar Spered Gla. O Jezuz, Salver karet, selaouit hon pedennoù ! Pevarad Pignit war ur menez uhel evit kas ar c'heloù mat da gêr Sion. Ya ! Savit ho mouezh hep aon ! Lavarit da gêrioù Juda : "Setu ho Toue, an Aotrou Doue, o tont e barr e nerzh !" Pevarad, ton kozh Jezuz a bep eternite, c'hwi a zo Salver ar bed ; Mab da Zoue, Doue ivez, Doue ! Ha da viken gantañ o ren ; Meuleudi deoc'h, Jezuz ganet ! Gloria in excelsis Deo ! Sklêrijenn splann ha gloar an tad, c'hwi fiziañs an dud er bed. Klevit bepred pedennoùmat, klevit ! An dud er boan An dud ho ped ! Meuleudi deoc'h, Jezuz ganet... Soprani ha laz-kanañ Setu ur burzhud bras war an douar degouezhet ! Kanomp en noz-mañ, kanomp Nouel da Jezuz ! Gloria in excelsis Deo ! Ar bastored buan a zo aet d'en adoriñ Kanomp en noz-mañ, kanomp Nouel da Jezuz ! Gloria in excelsis Deo ! Laz-kanañ da echuiñ war un ton a Wened Petra zo nevez en neñvoù 'Mañ an holl o vont war an henchoù ? Perak ez an 'ta hep gortoz, Perak ez an 'ta 'kreiz an noz ? Kanomp gant joa, kanomp gant gred, Gloar da jezuz Salver ar bed ! E-kreiz an noz, aeled neuze A ganas war un ton nevez : Gloar da Zoue e lein an neñv Ha peoc'h d'an dud a volontez ! Kanomp gant joa, kanomp gant gred, Gloar da jezuz Salver ar bed ! Sonerezh da echuiñ
Posted by gireg konan on 20/12/2015