Santiana

Setu ur ganaouenn eus Bro-Gembre troet gant GK.
Kan moraerien hengounel eus Bro-Gembre, troet gant Gireg Konan.

1



O Santiana c’hwezh da gorn,

Ai-ô Santiana

Ar gwent a c’hwezh tro da Gab Horn,

Prestik en em gavfomp er gêr



2

Ar c’herdin holl ‘vel bizhier rev,

Ai-ô Santiana

Rust eo ar mor, an nivlenn dev.

Prestik en em gavfomp er gêr



3

Ti ma zad a zo gwenn ha koant,

Ai-ô Santiana

Roz ruz a gresk ken puilh ha stank,

Prestik en em gavfomp er gêr



4

An evned bihan ‘ gan er c’hoad,

Ai-ô Santiana

Ma c’hi ‘vez ‘ c’hedal trouz ma zroad,

Prestik en em gavfomp er gêr



5

E-tal an nor ez out, ma zad,

Ai-ô Santiana

Nen eus neblec’h bro all d’am grad,

Prestik en em gavfomp er gêr



6

Bageal ‘reomp daoust d’ar skorn,

Ai-ô Santiana

An avel lemm ‘c’hwezh tro d’ar Horn,

Prestik en em gavfomp er gêr

Posted by gireg konan on 29/04/2018
Gweloù / Vues: 20 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License