Festimanif Naoned, eil lodenn
Setu eil lodenn manifestadeg Festimanif Naoned hag a oa d'ar Sadorn 20 a viz Gwengolo 2008. Galvet e oa bet an holl da vanifestiñ gant Kuzul Sevenadurel Breizh hag ur bern kevredigezhioù, evel Bretagne Réunie, ha strolladoù politikel, evel ar PS, UDB, Parti Breton... Tremen 10 000 a dud a zo bet o tibunañ en hentoù kêrbenn gozh Breizh, ha kazi seurt er c'helaouennoù ! Hag aon o deus politikerien 'zo ha mediaoù 'zo rak an demokratelezh ? Ma, paour-kaezh Kaouenn a oa eno, hag int deuet eus Breizh-Izel, pa ne oa ket teurvezet da dud skinwel Naoned dont ! Ur vezh ! Oberour: GK ha BG
Posted by gireg konan on 24/09/2008