Chaokerezh

Alies, pa vez komzet eus an endro, e rank ar re a gar an natur chaokat. Met amañ ez eus kaoz ivez eus chewing-gum.
"Ata, chaoger inutil", 'vel vez klevet alies awalc'h e Bro-Leon.

Brav ar filmig, ket ?



krisbraz


, Chaokerezh

« Hemañ zo chaok-genoù ! ‘pad an deiz o tigeriñ e forn ! » Kement-mañ a lavarer eus unan hag a blij dezhañ pe dezhi komz kalz pe glakenniñ. D’unan all e vo lavaret ez eo « chaok-sac’h », ordinal o chaokat pe o c’hrognal mar kirit. N’eo ket eus se em bije c’hoant da gomz deoc’h hiziv, met eus « chaokoù », evel ma lavare unan eus hon bugale pa gomze eus « chewing-gum ».

Chaokat a reer abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet zo bet roudoù dent 9,000 vloaz e ter-du hag e soñjer ez int reoù bugale etre 6 ha 15 vloaz. 2000 vloaz ‘zo e chaoke ar C’hresianed kozh rousin melen tennet eus ar wezenn vastik. E-pad an amzer-se, e chaoke Indianed Amerika rousin ar gwez pruñs. Diwezhatoc’h e teuas ar chewing gum da vezañ anavezet gant an Amerikaned saozneger dre ar Jeneral Santa-Anna, an hini a lazhas stourmerien an Alamo en Teksas. Goude ar brezel-se, ez eas hemañ da chom e-kichen New York o kas gantañ ur pezh tamm “chikle”, sap pe lateks disec’het ar wezenn “sapodilla” eus Mec’hiko. Ur pennadig goude se, e kavas an aotrou Adams, ur mignon da Santa-Anna, an tamm chikle-se hag e klaskas treiñ anezhañ e kaoutchouk, met c’hwitout a reas war e daol. Neuze, e savas ur gompagnunezh da werzhañ bouloùigoù chikle da chaokat hag e reas berzh.

Deuet eo ar “chewing gum” amañ da Europa gant ar brezel pa voe dieubet ar vro eus mac’homerezh an arme alaman gant an Amerikaned e 1944. Hag abaoe nen eo ket paouezet an dud da chaokat !

Pa chaoker “chaokoù” e c’hoarvez un dra vat e korf an den bepred. Ober a reer ur bern hal, ar pezh a zo mat evit diazezañ pe koazhañ e voued ha kaout c’hwezh vat gant e alan.

Efedoù fall a zeu pa chaoker re evel-just. Red-korf, poan-gof ha c’hwezhadur-kof a c’haller kaout diwar re-chaokat gomm disukr gant sorbitol ennañ. Gant gommennoù ‘zo, blaz ar c’hanell gante, e c’haller tapout krign-bev. Gant reoù blaz ar regalis e vez pouez-gwad uhel. Dre forzh chaokat e c’haller disolviñ bev-arc’hant e zent toullet-didoullet, hag en em zastum a rafe ar merkur-se er gwad goude. A-wechoù e taper poan e kigennoù e zivjod. Bugale ‘zo ha n’ouvezont ket krañchat o gommennoù, dre forzh lonkañ anezhe, a zo bet kouezhet klañv pa ‘z eo bet en em zastumet ar gommennoù-se e stumm ur voull en o stomok ha deuet dre se o c’horf da vezañ kalet. War a seblant e padfe ur c’hommenn ur seizh vloaz bennak e kof an den a-raok bezañ diazezet pa vez kont evel-se, met ma lonkit unan hepken e vo skarzhet buan-tre dre ho pouzelloù da heul ho feilhañs. Evelkent ne c’hoarvez ar c’hudennoù yec’hed-mañ nemet ral a wech. Gallout a raio an darn vrasañ ac’hanomp chaokat gomm pa garo hep kaout aon eus ar poanioù-se, gant ma chomo hep chaokat re evel-just ! Ur muzur zo da dout !

Ur gudenn vras zo memes tra gant hon “chewing gum”. Pehini, ‘mutu ? Ni an hini eo ar gudenn ! Ya, rak pa vezomp echu da chaokat e taolomp hon gommennoù kozh n’eus forzh pelec’h. Kavet e vezont er skolioù peg dindan an taolioù hag ar c’hadorioù. Taolet e vezont a-dreuz hag a-hed war an hentoù, pa rankfemp dastum anezhe en o faperenn aluminiom ha taol anezhe er pod-lastez. Kredit ac’hanon c’hoazh, pemp bloaz e vez hon “chewing gum” o vont da boultr en natur. Naetaat a goust ur fortun d’ar c’hêrioù a rank prenañ mekanikoù espres-kaer d’ober al labour-se. 6 milion a euroien a goustfe naetaat kêr Londrez bep bloaz. 150 milion Breizh-Veur a-bezh. Ken spontus ha koustus eo an dra-se d’ober, m’eo bet difennet da vat ar chaokoù e Singapour.

O prederiañ e vezer da c’houzout penaos dastum ar chaokoù gomm ha lakaat anezhe da zont da vezañ ur seurt plastik d’ober dafar da sevel tiez ! 650 000 ha prestik 1 000 000 a donennadoù “chewing gum” a vez gwerzhet er Stadoù-Unanet nemetken. Ma vefe dastumet nemet an hanter ken ! E Bro-Saoz, e Kanada hag er Stadoù-Unanet e vezer krog da lakaat boestoù bihan “Gummy Bin” graet gant chewing gum adaozet war vord an hentoù a-benn dastum chaokoù ar vro. Un tamm mat propoc’h e vo an hentoù du-hont gant se.

Hag amañ, daoust ha ret vo chaokat e-pad pell ma vo dastumet hon chaokoù ivez, pa n’omp ket c’hoazh goude 15 pe 20 vloaz studi evit kavout an dizober eus hon bezhin aet da sot ?

Gireg Konan

Gerioù diaes

Chaokat ; chaokerezh : Macher ; grogner

Gresian –ed : Grec -s

Rousin : Résine

Gwezenn vastik : Arbre à mastic ou Pistacia lentiscus

Pruñs : Arbre que l’on nomme pruche au Québec, Picea en latin

Saozneger : Anglophone

Chikle : Chiclé, sève ou latex tiré de l’écorce du sapodilla ou Manilkara zapota, arbre méxicain

Sap : Sève

Sapodilla : Manilkara zapota, arbre méxicain

Kompagnunezh : Compagnie

Mac’homerezh : Tyranie, oppression

Hal : Salive

Diazezañ ; koazhañ : Digérer

Red-korf : Diarrhée

Poan-gof : Gastrite

C’hwezhet e gof ; c’hwezhadur-kof : Flatulence

Disukr : Sans sucre

Kanell : Cannelle (épice)

Krign-bev : Cancer

Regalis : Réglisse

Pouez-gwad uhel : Hypertension (artérielle)

Disolviñ : Dissoudre

Bev-arc’hant ; merkur : Mercure (Hg)

Kigenn –où : Muscle -s

Kalet e gorf ; kaletadur-korf : Constipation

Bouzelloù : Intestins

Feilhañs : Selles ; excréments

Pod-lastez : Poubelle

Dafar : Matériaux

Posted by gireg konan on 07/10/2009
Gweloù / Vues: 8 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License