Tal an tan

Tal an tan

Me n' em eus morse redet 
War-lerc'h arc'hant nag aour. 
'Skeud va labour 'm eus bevet,
Gant va zud 'n o zi paour. 
	Hag hon-tri, 'tal an tan,	
 	Er goañv, goude koan, 	
          Gant marvailhoù ha kan, 	
          Ni 'ankouazhe hor poan.

Marvet eo va zud karet,
Bep eil  gant ar gozhni, 
Hag un deiz 'on 'n em gavet 
Va-unan 'barzh va zi.
	Ha va-un 'tal an tan
	Er goañv, goude koan,
	'Lec'h kan, n' eus 'met gouelvan
	'N em c'halon leun a zoan.

Bloavezhjoù am eus stourmet
Ouzh klenved ha dispi. 
Rak, dre eurvad, on douget 
D'al labour, d'ar studi. 
      Met en noz 'tal an tan,
       Er goañv, goude koan, 
       Ouzh netra ne ran van, 
      Moredet en em foan.

Met un deiz  (tra vurzhudus)
Nijet eus Iwerzhon,
Heklev ho sonioù marzhus
A zihun va c'halon.
	Ha breman 'tal an tan, 
	Er goañv goude koan, 
	Din va-unan m' o c'han 
	Da luskellat va doan.
(Añjela Duval)

Posted by Gigi on 12/03/2019
Gweloù / Vues: 56 - Aotre / Licence: License: by-nd Creative Commons License