Kanenn al Levenez

"Kanenn d'al Levenez", kanenn Europa, barzhoneg Friedrich von Schiller, troidigezh e brezhoneg Jakez Konan, sonerezh Ludwig van Beethoven, renket gant Christian Desbordes evit Skolioù Diwan.
Kanenn d'al Levenez a zo deuet da vezañ kanenn Europa, a ra gant ar pozioù 1, 2, 8. Savet eo bet diwar varzhonegAn die Freudesavet gant Friedrich von Schiller. Ar sonerezh mil-anavezet a zo tennet diouzh an 9vetSumfonienn en Re-minor gant Ludwig van Beethoven. An droidigezh vrezhoneg a zo bet graet gant Jakez Konan. Embannet eo bet ar ganenn-mañ gant ar gelaouennAl Liamm [https://br.wikisource.org/w/index.php?title=Al_Liamm&action=edit&redlink=1].








1
Levenez splann, en Neñv ganet,
Merc’hig deut eus ar Gwenved,
Setu ni, gant gred entanet,
War dreuzoù dor da Neved !

2
Adunaniñ a rez bep eur
Ar re a c’houzañv disrann,
Hag an holl dud a vez breudeur
E goudor da askell c’hlan.

3
Neb ’zo deut a-benn da vezañ
Kile d’e gile, hep si ;
Ar gwaz ha gwreg laouen dezhañ,
Ra ganint drant ganimp-ni !

4
Ivez ’r pried gant e bried
War ar voull-douar mat-mañ !
Met neb na garas den nepred
Ra ’z ay ac’hann ’n ur ouelañ.

5
Pep boud a ev al levenez
Eus brusk an natur deiz-noz.
Ar Mad, ar Fall a heuilh ar c’hwezh
Skuilhet war he hentad roz.

6
Reiñ a reas dimp gwin, pokoù,
Bete ’r marv, ur mignon hael,
Ha d’ar preñv e roas c’hoantoù.
Dirak Doue ’mañ o Ael.

7
Drant evel nij an heolioù
Dre ar roud merket en Nec’h
Redit, Breudeur, gant ho hentoù
Laouen ’vel haroz en Trec’h.

8
Ho priata ’ran, milionoù,
Ha reiñ ur pok d’an hollved !
Breudeur, en tu all d’an oabloù
Ez eus un Tad Mat, me ’ gred.

9
Emstouiñ a rit, milionoù ?
Anaout ’ rez da Grouer, Bed ?
Klask-eñ en tu all d’an oabloù !
Dreist ar stered ’mañ, me ’ gred.

Posted by gireg konan on 27/07/2014
Gweloù / Vues: 4 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License