Fuloret eo ar Eyjafjallajökull

Setu amañ ur filmig disheñvel diouzh an hini all war ar menez-tan a zo o tislonkañ par ma c'hall en Island, ar Eyjafjallajökull. Savet eo bet gant tammoù filmoù a vez kavet war ar rouedad hag ouzhpennet komzoù skrivet ganin.
Fuloret eo Eyjafjallajökull 

Ur vroig, un enezenn, zo e-kreiz ar Mor Atlantel hag a zo anvet Island, pe bro ar skorn. Un tri c’hant mil bennak a dud a zo o chom eno, Islandiz, a gomz ur yezh kar d’ar yezhoù skandinavat. Eus Skandinavia e teuent bremañ zo 1200 vloaz ‘zo. Evit an deizioù avat e komzer kalzik eus ar vro-se ha nen eo ket abalamour d’ar yezh, nann, met abalamour d’ur menez-tan an hini eo. 



« Enezenn menezioù ar skorneg » eo anvet, pe Eyjafjallajökull, ur menez-tan skorneg 100 kilometrad-karrez ac’h eo, 4 c’hilometrad karrez ar graterenn anezhañ. E kreisteiz ar vro emañ, ur c'hant hanter-kant kilometr bennak eus Reykjavik er sav-heol, ul lec’h hag a blij kalz d’an douristed en abeg d’al lammoù-dour kaer a zo eno.



Marteze ec’h ouvezit abalamour da betra ez eus menezioù-tan e-leizh en Island. An displegadenn a zo eeun a-walc’h met diaes da gompren dre ma ‘c’h eo ken souezhus, dreist-ordinal ivez, nerzhioù an Douar. Emañ an enezenn-mañ war ar pezh a vez anvet ar geinenn veurvor. El lec’h-se eus ar blanedenn e kresk an douar. Dont a ra eno e-leizh a zanvez-mein eus kreiz an Douar e stumm mein-teuz pe lava berus bazaltek hag a zever dousik eus kraterenn lein ar menez betek an traou. Gwellañ skouerioù eus ar seurt menezioù-tan-mañ a zo reoù Hawai pe hini brudet ar Réunion, ar « Piton de la Fournaise », pe « Pikern ar Fornez ». En dro-mañ avat nen eo ket lava bazaltek ken eo a zo bet dizlonket met hini un tamm trenkoc’h anvet andezit pe trakit. Ar vein-teuz-se a zo tevoc’h evit ar bazalt, ha se eo a lak ar menezioù-tan-se da vezañ gwiskadet hag ivez da vezañ tarzhusoc’h evit ar re all.



Ouzhpenn da se, ec’h eo goloet menez-tan Eyjafjallajökull a skorn. Danvez-dour zo e-leizh neuze. Petra a c’hoarvez pa zeu lava er-maez eus ar menez ? Ar skorn ac’h a da zour, hag an dour da aezhenn. Pa vez tapet aezhenn verv dindan ar vein don en douar e sikour se ivez an dislonkadenn da vezañ tarzhus. Setu neuze displegadenn ar pezh a zo c’hoarvezet evit an deizioù pa ‘c’h eo tarzhet Eyjafjallajökull : ur meskaj etre ul lava tev hag kalz a c’hazoù evel ar fluorin hag an aezhenn-dour ! Ur gwir vombezenn ! Kement a vein a zo bet distaolet ha ken uhel en oabl ma ‘z eo aet ar goumoulennad ludu volkanek louet anezhañ da vale bro, betek dont amañ d'hon bro Breizh zoken.



Poultrenn diwar ar menezioù-tan a zo fall e meur a geñver. Evit yec’hed an dud a vez berr war o alan, da skouer, met gant ma vo lonket kalz. N'eus ket bet eus se evit diouzhtu. Met en dro-mañ hon eus klevet e c’halle se bezañ fall evit mekanikerezh an nijerezed. Pa dremen un nijerez dre ur goumoulennad poultr, ez a an hulac’h mein d’en em lakaat dre holl e-barzh ar gefluskerez (reaktor). Dre ma vez tomm da-vat ar metal enni, e teuz an tammoù hulac’h hag ec’h eont da wer. Se eo a lak ar c’hefluskerezioù da sac’hañ. E 1982, e oa bet darbet d’un nijerez bezañ en em drailhet e-kostez Java pa dreuzas-hi ur goumoulennad a seurt-se. Evuruzamant e oa deuet ar c’habiten a-benn da adlakaat div gefluskerez diwar beder da dreiñ adarre hag evel-se e c’hellas douarañ en aerborzh tostañ hep ne vije bet muioc’h a droug. Sell aze evit petra e tiwall an dud bremañ pa vez menezioù-tan o tarzhañ, ha sell aze evit petra ez eo bet serret hon aerborzhioù en deiz all.



Peurvuiañ pa darzh pe pa zislonk Eyjafjallajökull, e pad ar reuziad ezteurel mein-teuz un daou pe un tri bloaz. Lavarout a reer zoken e c’hallfe Katla e amezeg ober kemend-all da heul. Goulennataet ez eus bet ur c’helenner war ar c’heologiezh en deiz all war badelezh ar reuziad-mañ ha respontet en deus e c’hallfe ar barrad padout etre un devezh ha meur a vizvezh. Ma ‘c’h eo gwir kemend-all, n’omp ket prest da dapout an nijerez diouzhtu-kaer da vont da veajiñ d’ar broioù pell. Evel-just hag evel kustum pa gomzer eus menezioù-tan ne vezer sur a netra ! N’it ket d’ober gwad fall neuze !



Gerioù diaes menez-tan : volcan

skorneg : glacier

kraterenn : cratère

lamm-dour, lammoù-d. : chutes

keinenn veurvor : dorsale océanique

mein-teuz, lava : lave

berus : coulant

bazaltek : basaltique

trenk -oc’h : acide, plus acide

andezit : andésite

trakit : trachyte

menez-tan gwiskadet : stratovolcan 

dislonkadenn : eruption

gaz -où : gaz

fluorin : fluor

aezhenn-dour : vapeur d’eau

mekanikerezh : mécanique

nijerez –ed : avion -s

hulac’h T, uloc’h : poussière

kefluskerez (reaktor) : moteur (réacteur)

aerborzh –ioù : aéroport -s

reuziad : séance, ici une période ou un lapse de temps

geologiezh : géologie ; on peut aussi dire « douarouriezh ».

Posted by gireg konan on 21/04/2010
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License