Un heuliad tonioù iwerzhonat gant ur strollad sonerien, Doolin 2003

Setu un enrolladenn bet graet en un abadenn e Doolin e 2003. E fin an abadenn, evel ma 'z eo ar c'hiz du-hont, en em vod an holl sonerien war al leur a-benn son asambles. E-touez ar sonerien-mañ hag a zo brudet en o c'horn-bro ez eus unan anezhe, anvet Davey Spilane, ar soner binïoù-ilin ha low-whistle (fleüt bout) brudet. Buhez a oa er sal.

Aozet e oa bet an abadenn-mañ evit skoazellañ pemp menajer eus ar vro hag a oa bet bac'het en abeg m'o devoa nac'het e tremenfe ur gorzenn "pipeline" dre o douaroù. Setu ma oa ret kavout un tamm arc'hant da baeañ avokidi ! Evel e Breizh ! N'eo ket brav bezañ bihan !

Posted by gireg konan on 29/09/2007
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License