Brezhoneg en tier-post : draf bihan dirak ti-post Lannuon

Brezhoneg en ti-post !



D'ar sadorn 29 a viz du oa bet kinniget gant AI’TA ! un draf nevez dirak ti-post Lannuon.

Nevez abalamour ma’z oa divyezhek hag an implijad a oa a-dreñv a c’halle evit ar wech kentañ degemer pratikourien an ti-post en brezhoneg koulz hag en galleg.



Dreist, neketa ?



Dre an obererezh-mañ e c’houl AI’TA ! e vefe roet ur plas d’ar brezhoneg en tiez-post :dre ma'z eo an ti-post ur servij publik (hag e rank chom publik) e tle doujañ deus ar bratikourien a fell dezho gwelet hag implijout yezh o bro, en o buhez pemdez. Karta YA D’AR BREZHONEG ! a zo bet sinet gant ti-kêr Lannuon. A-benn neuze perak n’hallfe ket pennoù-bras an ti-post sinañ ar garta d’o zro ; un dra vat a vefe a-fet skeudenn hag un doare youlek da zifenn ha da lakaat ar brezhoneg da vevañ er vuhez foran.

 

UN TI-POST 100% PUBLIK HA DIVYEZHEK !

Posted by Iudikael on 24/07/2009
Gweloù / Vues: 6 - Aotre / Licence: License: pd Creative Commons License