Eil kanaouenn ar Redadeg 2014
Kanaouenn savet e Plijidi er skolaj. Redomp da zeskiñ e pep lec’h War Breizh a-bezh War ‘r bed a-bezh Migradeg vras ar Vretoned Eus Naoned betek Penn-ar-Bed > Redadeg daou vil pevarzek Redomp evit ar brezhoneg Kas war-raok ar brezhoneg Gant ar Redadeg Kas war-raok ar brezhoneg Kas war-raok da yezh karet Kas war-raok ar brezhoneg Gant ar Redadeg Gwengamp "stilet" (staylet) pe Harlem Shake Pep hini e stil da redek Tremen hebioù ar c’hleuzioù, Ha dreist-holl an tavarnioù ! Mat eo pediñ ar bed a-bezh Dont da redek e brezhonek a-gevret, kemeromp perzh O foetañ hor bro en he fezh ! Diskan: 2 wech KAN :Ar skolajidi gant Klervi Verveur ha Romain Sponnagel. GITAR : Simon MacDonell GITAR-BOUD : Jacky Beauce. BOMBARD :Thomas Lotout. BINIOUKOZH : Neven Sebille Kernaudour. BATIRI : Marius Le Pourhiet KEMPENNADURIOÙ : Romain Sponnagel gant ar skolajidi SONVESKAÑ : Jacki Beauce 1 Distagañ “pevar” en ur silabenn; 2 deus « Gangnam style ».
Posted by gireg konan on 23/01/2014