"Mem bro", skrivet gant Loeiz Herrieu ha distaget gant Albert Bocher

Barzhoneg brudet Loeiz Herrieu klevet e Kan ar Bobl 2008 e Pondi.
Brav !
, Ma bro a zo du-hont 

 

 

Ma bro a zo du-hont, e penn pellañ an douar, 

E geol digor ur mor diroll, deiz ha noz e kounnar. 

 

Ma bro a zo du-hont, mantellet razh e glas, 

An avel bras ouzh he fokiñ hag o pariñ he fas

 

(amañ : Ma bro a zo du-hont, mantellet razh (holl) e glas, 

Ha flourikaet gant an avel o redal gant he fas.)

 

Ma bro a zo du-hont, ‘lec’h ma tiwisk bemdez 

An heol, kent mont d’e wele blod, bragoù e vraventez. 

 

Ma bro a zo du-hont, evel ur vag diluz, 

E stlej ar bed kozh war e lerc’h, war vor ar faltazi. 

 

Ma bro a zo du-hont, gwazhiet ha torgennet; 

Goloet a goad, goloet a frouezh, a eostoù alaouret. 

 

Ma bro a zo du-hont, hañv ha gouiañv e bleuñv, 

Hañv ha gouiañv en he sulieg, get kaerded ar maezoù. 

 

Ma bro a zo du-hont, dishañval doc’h pep bro, 

Get he c’hroazioù, he feunteunioù, he chapelioù distro. 

 

Ma bro a zo du-hont, el lec’h ma vleuñv bepred, 

A-dreist bezioù ar yezhoù marv, yezh nerzhus ar Gelted. 

 

Ma bro a zo du-hont, c’hoantaet holl gant ar bed, 

Evit nerzh-kalon he zud yaouank ha koantiz he merc’hed 

 

Ma bro a zo du-hont, Breizh a raer anezhi, 

Distag doc’hti ne hellan ket, filimet on dezhi ! 

 

Du-hont emañ ma c’hêr, kuzhet e-mesk ar gwez, 

Hag a-ziwar dreuzoù ma dor e welan ‘met an neñv 

 

Diwar dreuzoù ma dor, un eostig a glevan, 

Me ‘garehe kanal ken flour ar vro gaer a garan. 

 

 

(Pell doc’h ar Vro)

Posted by gireg konan on 16/04/2008
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License