C'hoari pezhioù e-giz Chapel ar C'hoad, Benac'h

Setu amañ ur c'hoari na gaver ken nemet en-dro da Chapel ar C'hoad e Benac'h, Bro-Dreger. Pennad-kaoz gant Jilez Follezoù.
Neuze, me zo o vont da gontañ deoc’h eus pezhioù, c’hoari pezhioù e vez graet eus se, c’hoari pezhioù evel e vez graet e-barzh Chapel ar C’hoad (Benac’h, Bro-Dreger). Se zo ur c’hoari hengounel a-benn ar fin, met lec’hel-tre. Bez’ a zo ur bern c’hoarioù pezhioù e-lec’h all, n’eo ket ar memes mod tamm ebet. Hemañ zo ur c’hoari a zo ispisial-tre, ma kerez.



Evit ar c’hoari-se zo ezhomm eus bep a zaou vaen, peogwir e veze c’hoariet daou-ha-daou peurvuiañ pa ne veze ket kalz a dud, hag a-hend-all, e oa moaien ivez da c’hoari tri-ha-tri. Moaien e vo komz eus se diwezhatoc’h. Ar c’hoari-se, n’eus ket ezhomm eus kalz a dra, eus kalz a draoù, peogwir n’eus ezhomm nemet div vazh, neuze, an eil vazh a zo a-hed pevarzek metr bennaket eus eben. Setu e vez ret tostaat mein a zo bet benet, zo bet tailhet evel ma vez lavaret du-mañ, pe mein zo bet kavet war an douar pe gant ar beizanted pe gant forzh piv hag a implijer e-giz-se evit ar c’hoari-se. An dud a lakae se a-gostez a-benn prientiñ ar c’hoari-se a veze graet bep bloaz e-barzh Chapel ar C’hoad. Hag e veze ret kaout ur gleuzadenn dindan ar maen, ha begoù lemm d’ar maen abalamour dezhañ da blantañ mat e-barzh an douar. Bez’ a zo un tu da daol anezhe. Ha ret eo gouzout ober. Amzer zo da dapout an tu, me ‘m eus bet graet se abaoe ’ch on bihan, me am eus bet desket gant unan kozh ma ‘m eus soñj mat, hag en doa lavaret din : Gwelout a ri, te zo tuaet mat, ec’h eomp da c’hounez ar c’honkour hiziv (hudu), hag e oa bet graet. Ar pezh a oa fentus, ar wech kentañ e oa din da c’hoari. Hag e tisplege din tamm-pe-damm penaos e veze taolet. Droet zo da gaout mein a bep seurt ment, met pas re re vras ivez, peogwir, muioc’h a se e vezont bras pounneroc’h a se e vezont da daol, ha diaesoc’h a se e vezont da daol. (Evel palv an dorn ?) Evel palv an dorn ? Ya, lakomp. Bez’ a zo un tamm bihan bihanoc'h, lakomp se, dre-vras palv an dorn. Bez’ a zo tud hag a gemer bili ivez, met pezh ‘zo, ar re-se zo mat pa vez sec’h, pa vez sec’h an douar, rak a-hend-all ez int togn. Ne vez ket gwall aes. C’hoazh e vezont tailhet, e vezont benet tamm-pe-damm, pep hini a ra e jeu … pell a-raok evit ar c’hoari-se.



Se zo ur c’hoari kozh-tre, peogwir, gwechall e veze c’hoariet bouloù gant ar re binvidik, ar re baour n’o doa ket aes.(...c'hoari bouloù ar re baour), n'o devoa ket aes da baeañ bouloù, neuze, e vezent e-tal kichen, 'barzh ar park kichen o c'hoari, o taol mein. Hag ar re-se a-benn ar fin o doa (daint) savet ur c'hoari e-giz-se gant plantañ div vazh e-giz-se hag e veze ar vein tostañ ouzh ar vazh a c'houneze, kwa. Se a veze un tamm evel ar mestr-bihan evit ar c'hoari bouloù, an hini tostañ e voul eus ar mestr-bihan a c'hounez. 'Vel e vez e fin an taol, gortoz fin an taol evel-just. Setu evit ar c'hoari-se e oa un tammig ispisial peogwir e veze graet un tennaj hag evel-se, te na ouiez ket gant piv e oas da c'hoari. E-kichen gant ar c'hoari bouloù e ouiez gant piv, ez poa dibabet da dud dija, er c'hoari daou-ha-daou pe er c'hoari tri-ha-tri e ouies e oas da c'hoari da 'n em lakat evit c'hoari. Ha war-lerc'h e oa un tennaj all evel-just evit gouzout a-enep da biv e oas d'en em gavet, met ar pezh 'zo, evit ar c'hoari pezhioù, aze, ne ouiez ket gant piv e oas o vont da c'hoari, e oa un tennaj, an tennaj kentañ, ma kerez, e-giz-se, « gant hemañ e c'hoariin, o, hemañ a c'hoari mat, o gast, hemañ zo re yaouank ! Aze 'm eus kavet hini d'ober un dra bennaket hiziv (hudu). » E-giz-se e veze, ha war-lerc'h an tennaj kentañ neuze e oa tennaj ar c'hoariadenn, ma 'peus c'hoant, ar genstrivadeg, ar c'honkour, goude. Aze en em gaves gant skipailhoù all. Warlerc'h ma veze gounezet e oa un tennaj all evit gouzout gant piv en em gaves c'hoazh goude, kwa.



Me 'm eus soñj mat, an hini a c'houneze du-mañ, an hini a c'houneze ar c'hoari pezhioù a oa muioc'h brudet evit an hini a c'houneze evit ar c'hoari bouloù. Bremañ zo arri pemzek vloaz pe ugent vloaz 'zo e vez graet e-barzh Kroaz Logelloù, un tamm bihan a-raok Chapel ar C'hoad, e-tal Benac'h... se zo e-barzh Benac'h ivez, uheloc'h war hent Plougoñver aze. Ha se zo bet adtapet neuze gant paotr an ostaleri aze. Hag aze e vez c'hoariet war ar geot ivez, rak marteze n'em eus ket lâret, war ar geot an hini a veze c'hoariet e-barzh Chapel ar C'hoad, met hemañ bremañ, peogwir n' devoa ket kalz a blas a blante e vizhier etre an aleoù bouloù, met a-wechoù en em gave e-mesk ar grouan, e-mesk ar mein bihan. Ar c'hoari oa disheñvel, e oa ret c'hoari lamm-Gwengamp pe a bep seurt mod disheñvel-tre. An tu da daol a zo kazi ar memes mod met ma oa ret c'hoari lamm-Gwengamp e oa ret gouzout, peseurt mod, c'hoari berroc'h evit en em gavout an tostañ d'ar vazh, se an hini eo, kwa.



Se zo chomet brudet, bep bloaz en em gavomp evit c'hoari asambles, e-giz-se hon eus (meump) digarez d'en em welout ur wech ar bloaz d'an nebeutañ hag e-giz-se tud an terouer, evel ma vez lâret, en em gav e-giz-se hag e vez plijadur, hag e vez brezhoneg, ur bern brezhoneg. Ar re yaouank a deu (ta) tamm-ha-tamm, memes tra, se oa c'hoari, jeu evel e lâront du-hont, e-lec'h e veze komzet mat, e veze komzet resis, e oa ar c'hoari e brezhoneg, e oa troiennoù a bep seurt, trioennoù fentus ha troioù-lavar a veze gant ar c'hoari-se, ur bern. Ha se a vez c'hoariet d'al lun, ar sul e vez ar bouloù, ar sadorn e vez penn-ouzh-penn, ar sul vez c'hoariet daou-ha-daou, neuze d'al lun beure e vez c'hoariet pezhioù, d'al lun goude-kreisteiz e vez c'hoariet pevar-ha-pevar ar bouloù neuze, ... evit pardon Chapel ar C'hoad e penn-kentañ miz Gwengolo.

Posted by gireg konan on 20/10/2008
Gweloù / Vues: 14 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License