Jarl Priel

Setu un tamm pennad film berr-tre siwazh, hag a ziskouez ur skrivagner tregeriat brudet-tre, e anv Jarl Priel, Charles Trémel. Eus Priel e oa ginidik e-kichen Landreger. Bet e oa kelenner e Rusia, jubennour e Pariz, sekretour Charles Dullin, c'hoarier-pezh brudet gwechall, hag e fin e vuhez e teuas da vezañ skrivagner brezhonek. Sellit ouzh ar pezh a zo skrivet diwar e benn e lec'hienn Wikipedia : http://fr.wikipedia.org/wiki/Jarl_Priel [http://fr.wikipedia.org/wiki/Jarl_Priel]

Filmet eo bet gant Ewan Gonan e 1960 e Priel ur pennadig a-raok mont kuit da di e verc'h e kreisteiz Bro-C'hall, e-lec'h ma varvas un toullad bloavezhioù goude. Emañ o komz gant Anna-Vari Klou, gwreg Jakez Konan.

Posted by gireg konan on 31/12/2007
Gweloù / Vues: 31 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License