Ar Falc'herien

Dastumad kanaouennoù Jef Fulup

Ar Falc'herien

1 - Kerkent ha goulou-deiz
Ma 'glev ar falc'herien. 
O youc'hadennig seder
A ziston er maezioù,
Ken e tregern er pellder
Heklev an traoniennoù.

2 - Heol nerzhus Mezheven 
'n deus sec'hed an trevad.
Ar prajoù, 'vel ar mor bras
Hejet gant an aezhenn
A led dindan an oabl glas
O gwagennoù melen.

3 – Laouig, ar mevel bras,
A voulc'h an troc'h kentañ,
Hag ar filc'hier didruez
A ziskar ar bleunioù,
En ur renkañ a-gostez 
Ar foenn e restennoù.

4- Pegen kaer eo gwelet
Falc'hadegoù Kerne,
Pa vez renket leun a lorc'h
Betek ugent paotr mat,
O kas gante bep a droc'h 
A zaouzek botezad.

5 – Sellit-ê 'kreiz ar prad
Devet gant an heol tomm !
Ar c'hwezadur a ziver
'Vel ur c'hlizhenn vervet,
Hag ar maout 'vez gwerzhet ker
E bro ar Vretoned.

6 – Ma 'c'h eo kalet ar boan
An enor a vo bras !
War-raok bepred ha buan,
Lemmit ervat, paotred,
Ne glevit ket war an tan
Trouz ar vioù fritet ?

7 – Micher al labourer 
A zo lemm ha poanius,
Met e spered dibreder
'Vel evnig ar c'hoajoù
A zo dilu ha seder
Pell diouzh fank ar c'hêrioù.

8 - Poanit a galon vat
Falc'herien Breizh-Izel,
Ha pa zeuy taol an Ankou
Da dorriñ ho chadenn,
Heñvel ouzh bleuñv ar prajoù
C'hwi a varvo laouen !

Filomena Kadored
(Koulmig Arvor)
Embannet er gelaouenn 
BREIZ niv. 9 – 1927
War un ton pobl.

Posted by Gigi on 12/03/2019
Gweloù / Vues: 40 - Aotre / Licence: License: by-nd Creative Commons License