Priñs Breizh o 'n em ziskouez e Pempoull-Goueloù

O vale a-hed d'ar c'hal e Pempoull, e-kreiz Gouel kan ar Vartoloded (5-08-2007), hon eus graet anaoudegezh gant paotred al legumaj bodet e kenlabouradeg Prince de Bretagne. Ur stalig a oa gante e-lec'h ma c'halled tañva a bep seurt legumaj mat : tomatez bras ha bihanig, kaol-brikoli, kaol-brokoli... Blas da gaout c'hoazh !

Ur vag, ar Sant-C'hireg, a oa gwisket holl a legumaj gonezet er vro. Kenvreuriezh Koko Pempoull a oa kiriek eus se.

 Maoris Gwegen, prezidant Prince de Bretagne, en deus displeget deomp penaos ha perak.

Posted by gireg konan on 07/08/2007
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License