Logod koant

Gant bugale ar skol-vamm.
Logod koant, logod koant !

Diwallit mat ! Diwallit mat !

Ar c’hazh zo lammet d’an traoñ diouzhtu,

Al logod a red, a red a bep tu,

‘Fell ket din ‘vent debret gant ma c’hazhig du !

Logod koant.



Bisig drouk, Bisig drouk !

Petra ‘peus graet ? Petra ‘peus graet ?

Me ‘ roio dit gant ur mell bazh tev !

Te ‘lezo ganin ‘n hanter eus da vlev !

Kerzh kuit ‘ta, pe me ‘zesko dit petra eo,

Kozh Bisig drouk !

Posted by gireg konan on 03/04/2017
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License