Apero Jeant e Lannuon !

Dre al lec'hienn Facebook e oa bet galvet an dud da zont da evañ ur banne digor-kalon war blasenn an ti-kêr e Lannuon d'ar Sadorn 3 a viz Ebrel. Ur c'hwitadenn eo bet ! Den ebet war al leur-gêr ! Den ebet ? Un 60 poliser bennak a oa o c'hortoz ar re o dije bet c'hoant da oueliañ ! Ha kouezhañ a rae glav ouzhpenn ! Ezhomm o deus an dud d'en em gavout asambles koulskoude. Peadra da brederiañ war hon bed a-vremañ, kuita.

Posted by gireg konan on 05/04/2010
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License