Ar REDADEG
Setu filmig hir kanenn ar Redadeg 2016 kaset da benn get AdaoZik ha skolajidi skolaj Diwan Gwened. Hag ar c'homzoù amañ : Redadeg 2016 Uchta, Redadeg, Redek evit ar brezhoneg Huch 'ta !Redadeg, Redek a rimp e brezhoneg Ar re vras hag ar re vunut Hag ar re a gav gwell chom mut Rabezh an dud e Breizh a-bezh A ganay hag a lakay bec'h ! A pa vehec'h gwenn, a pa vehec'h du Melen pe ruz pe gwenn-ha-du Dait geneomp àr an hentoù bras Fonnapl hon eus Hor yezh da gas ! E Sant-Ervlan 'tal ar Liger E treuzimp ar vro a boz-kaer. E Lokoal a pa arruimp E vo fiskal ar fest a rimp ! Savit ho treid e brezhoneg Yaouank, ha kozh, treut pe postek Dañsal a rimp, kanal a rimp Ha get plijadur e redimp !
Posted by David on 19/04/2016