Cheñch penn d'ar vazh !

Ur politikerezh nevez a zo bet dibabet gant ar Rannvro evit a sell ouzh ar c'hleweled. Ne glot ket gant an ezhommoù hervez Fanny Chauffin, Kristian ar Braz ha Gireg Konan.
BUDJED EBET, MET MENNOZHIOU E-LEIZH !



Goude bezañ livet taolenn ar c'hleweled e brezhoneg hiziv an deiz, setu tri c'hanfard e anv o c'hevredigezhioù Kaouenn.net, Blaz Produktion ha Fea) o tresañ dazont ar c'hleweled evit Yann Brezhoneger. Gwechall ne oa nemet ar re varrek, ar re a-vicher a c'helle implij ar benveg-se. Hiziv gant an dafar niverel, ur pellgomzer hezoug zoken, e c'hell n'eus forzh piv sevel ur film, frammañ ha skignañ anezhañ.

Ha bedig-bed ar brezhoneg ne fiñv ket kalz : chom a ra un nebeud tud e penn an traoù hag a ra o c’heusteurenn gant ar Rannvro, ha war ar memes tro e vez gwelet tud o skignañ pennadoù farsus, reportajoù, filmoù ijinet ... war ar rouedad.

Eeun eo ar mennozh : gant ma vo stummet tud a youl-vat, kozh koulz ha yaouank, aozet abadennoù evit lakaat war wel ar pezh a vez graet ganto (abadennoù skignañ lec'hel, lec’hiennoù internet hag ur festival "no budjet" bep bloaz gant prizioù), kalonekaat an dud d'ober liammoù etre ar video, ar skrivagnerien, ar c'hoariva.

Un doare deskadurezh pobl, hag ivez un doare dieub d'ober rak n'eus framm ebet rakjedet en a-raok, frankiz da ezteurel war forzh peseurt tem, ar c'hoant testeniañ e brezhoneg war bep tra a c'hoarvez e lec'h emaomp o vevañ.

Kalonekaat kronikennoù ar vro, met ivez goulenn kontoù digant ar rannvro : pet "klik" a dap al lec'hienn-mañ-lec'hienn, piv a vez arc'hantet, hag evit peseurt raktresoù ?

Posted by gireg konan on 14/07/2009
Gweloù / Vues: 6 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License