Gwerz marv Etienne Rivoallan, gant Pêr Boudouin

Son savet gant Pêr Boudouin ha kanet gant Jef Philippe.
Gwerz Marv Etienne Rivoalan (Pier Boudouin)

1 Hor bro Vreizh a zo e kañv, Boulvriag glac’haret,
Ar gwellañ eus o sonerien, siwazh a neuint kollet. 
Kollet eo ar mestr-soner, ya, Etienn Riwalen,
Tri bloaz ’zo er penn kentañ er c’honkour sonerien.

2 ’pardon Sant-Herve Gourin Etienn ’oa ’r mestr-soner,
Gant Jorj e gamarad bras ’lañse deomp tonioù kaer,
Ken e lare an dud tout : « meump ket klevet biskoazh !
’re-mañ ’lakefe ’nen da zañsal ’barzh e blas ! »

3 Etienn evel penn-soner anveet ’barzh ar vro
Deus kreiz e vrasañ yec’hed ’n’eus kavet e varo
’c’h ’ont da reiñ d’un den yaouank ur gentel war ar maez
’tapas ul lamm mobilet war an hent un nozvezh.

4 Mil nav un’ ha tri-ugent, ’n unneg a viz kenver,
’weler war ar journalioù maro ar penn-soner ; 
Spontus ’oa deomp da lennet, an holl a oa mantret ; 
Se a chom hag a chomo ’memoar ar Vretoned.

5 Dont a ra da soñj deomp-ni, ni tud yaouank ha kozh,
Arlene veze Etienn ganeomp er festoù-noz,
Gant ur galon ken joaüs, ken soulb ha ken seber,
Na dañserien bro Gerne ’n eus keuz d’ar mestr-soner.

6 An deiz ’oa bet interet, d’ar sadorn ar berzek,
E oa an dud stok-ha-stok en bered Boulvrieg ; 
Mouchouerioù en o dorn, an dour ’n o daoulagad,
Deut da gemerout o lod deus paonioù ar bagad.

7 Sonerien a Voulvriag a oa disklavantet
’benn pa oa lakaet e gorf en douar benniget.
Mar pije gwelet Jorj, ken trist ’vel ur pec’her,
Goude lakaet en douar e gamarad soner.

8 Ar son-mañ ’zo bet savet ’tre Karaez ha Gourin
Gant kanerien bro Gerne deus Moter ha Plevin,
’m heuliañ ’raent alies ’barzh ar pardonioù bras :
E varo ’ra dê un taol ’vel neuint bet evit c’hoazh.

PIER BOUDOUIN, Pont-Toc’hoù, Plevin. 1961.
Un tamm evel e vignon kaner Lommig Donniou, Pier Boudouin eus Plevin a savas ivez e 1961, prestik goude marv E. Rivoallan, ur werz e koun o mignon aet da anaon, ur werz heñvel awalc'h eus ar re a zo bet a-viskoazh savet gant tud ar bobl e Breizh.
An ton a zo tapet diwar hini kantig gallek an Tad Maner, anavezet mat e Plevin. Stumm sonerezh hengounel a zo war an ton, hogen gant an Ao. beleg Yves-André le Gall, a oa er bloavezhioù 1950 kure Plevin eo bet savet (embannet e 1951), evel ma weler war al luc'hskeusenn a heul.
Ar beleg-se a zo deut da vezañ brudet-tre e Breizh, un toullad bloavezhioù goude, dre ma oa deut, ouzhpenn e labour person, da vezañ mouller e Pederneg. Desket en doa seniñ an ograoù er seminer hag anavezout mat a rae lezennoù ar sonerezh.

Posted by Jef Philippe on 18/01/2012
Gweloù / Vues: 51 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License