Evit enoriñ Loeiz Roparz

Bet e oa bet aozet un abadenn warlene e Kemper evit enoriñ Loeiz Roparz, un den hag en deus graet kalz evit kas war-raok sevenadur pobl Breizh. Unan eus izili Kaouenn, Ivet ar Faou a oa eno, ha filmet he devoa an abadenn. Klevet e vo prezegenn entanet Herri Gourmelen hag en devoa desket kanañ gant Loeiz Roparz. Klevet e vo ivez J. Roparz o kanañ. Hemañ eo Jeffig Roparz, mab Loeiz. Selaouomp ervat neuze piv eo bet Loeiz Roparz hag e bouez en azginivelezh hon sevenadur pobl e-kerzh hanterenn ziwezhañ an 20vet kantved.

Posted by gireg konan on 12/10/2008
Gweloù / Vues: 0 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License