Kantik sant Jakez Perroz, gant Anne Auffret
Kantik Perroz enrollet en iliz Perroz devezh gouel sant Jakez, d'ar 25 a viz Gouere 2015. Diskan Sant Jakez, tad Iliz Perroz, Gret(grit) ma c’hellfomp‘vel hon zud-kozh, Karout Doue, heuilh e lezenn, En meuliñ en Neñv da viken. I Sant Jakez, eus ar Galile, A oa mab henañ Zebede, E vamm, ur plac’h eus ar furañ, ‘Oa nizez da santez Anna. II E dad, hag eñ, hag e vreur Yann, Bemdez, gant ur vagig vihan, War vor, ‘c’honee o bara, ‘Vel tud ar vro, o pesketa. III Un devezh, goude ar mare, O-zri, n’o bag, en o c’hoazez, ‘Wrie o roejoù dispennet Gant hol (houl) ar mor hag ar pesked. IV D’ar c’houlz-se, gant e vamm ‘chome, Micherour ha paour evelte, En Nazareth, en o c’hichen, Salver ar Bed, Doue ha den. V Klask a rae neuze ebestel, Evit prezeg e Aviel : ‘N un taol ‘n em gavas diraze, En-dro dezhañ, Pêr hag Andre. VI An daou-mañ ‘oa amezeien Da Zebede ha d’e vibien, Pesketaerien eus o micher, Bremañ ebestel hon Salver. VII – Jakez ha Yann, eme Jezuz, Sellet (sellit) ouzhin, ha bet (bezit) nerzhus ; Deut (deuit) war ma lerc’h, hag un devezh, Ho po lod em rouantelezh. VIII – ‘Peus graet biskoazh, betek amañ, ‘Met tapout pesked er vro-mañ ; Deut war ma lerc’h, ha m’ho tesko Da besketa tud a bep bro. IX Dindan sell Jezuz e krogas En o c’halon un tan ken bras, Ma lezjont, ‘vit heuilh e roujoù, O zad, o bag hag o roejoù. X Pa oa pignet en Neñv Jezuz, Sant Jakez, gant nerzh burzhudus, Da gentañ ‘brezegas ar Fe (feiz), En Samari hag en Jude. XI Mont ‘eure goude war ul lestr, Da vro ar Spagn ; eno d’e vestr ‘C’honezas kalz a eneoù, A-raok distreiñ, ‘arre (adarre), d’e vro. XII Roue fall ar vro, Herodez, A lakas tapout sant Jakez, Pehini gantañ ‘oa barnet, Diouzhtu da vezañ dibennet. XIII En Spagn, er gêr a Gambostel, Emañ bremañ e gorf santel ; N’eus ket ul lec’h muioc’h brudet Er bed, na mui darempredet. XIV C’hwi ‘peus desket d’hon zadoù-kozh, Sant Jakez, hent ar baradoz, Karout Doue hag ar Werc’hez, Ren o buhez er santelezh. XV A-raok, ‘vel deñved diberc’henn, ‘Vewent hep fe ha hep lezenn, Ar c’hreñvañ, hennezh ‘oa roue, Den na rae van eus e ine (ene). XVI Nag a rumm tud eus a Berroz, Zo tremenet ‘n hoc’h Iliz kozh ! Abaoe nav c’hant vloaz m’eo savet, Nag a dud enni o deus pedet. XVII Amañ, diouzhtu ma oan ganet War brec’h ma faeron ‘oan douget An dour a ruilhas war ma fenn Da Zoue ‘oan evit biken. XVIII Un toullad bloavezhioù goude, Ouzh an daol sakr, gant ur gwir fe, Ec’h on bet deuet da zaoulinañ, Ober a raen ma fask kentañ. XIX Bet on siwazh abaoe neuze, Gwell didruez ouzh ma ene ; Dre c’hras Doue on distroet, Evit biken, diouzh ar pec’hed. XX Reit din skoazell, c’hwi zo ma zad, Dalc’het (-it) ho pugel en hent mat, Ma rin plijadur da Zoue, Ha deoc’h o salwiñ ma ene ! XXI D’hon zud a vor, reit ho pennozh, O diwallet (-it) ha de (-iz) ha noz, C’hwi ‘oar marg eo rust o micher, Rak evelte ‘oac’h pesketaer ! XXII Emaint war vor, dre bep amzer, Hag o gonid a zo dister, Ha koulskoude n’eus nemerte (nemete –to) Da reiñ bara d’o bugale. XXIII Reit ho pennozh war o foanioù, Gret (-it) ma ‘c’h ey (ay) pesked er roejoù, Kristenien vat int, sant Jakez, Ha n’eont gwech d’ar Sul er-maez. XXIV D’al labourer a lak evezh Da ren ervat e diegezh, A ro skouer vat d’e vugale Zo mat d’ar paour, d’an dud entre (etre). XXV Reit ho pennozh dezhañ, d’e dud, D’e vugale, d’e loened mut, Ma vo stad ennañ pa welo Ed stank ha mat en e barkoù. XXVI Kaer en deus kât (kaout) arc’hant hag aour, Un den hep fe(-iz) zo un den paour ; Doujañs ha karantez Doue Eo pinvidigezh an ene. XXVII Miret hon farrouz didamall, Miret ar fe en deus gwechall Dalc’het en hent mat hon zadoù, Digoret dezhe dor an Neñvoù. XXVIII Amañ, sant Jakez, pa varwin, ‘Raok diskenn em bez e teuin. Neuze c’hwi ‘bedo ma barner Da gât truez ouzh ar pec’her. XXIX Gret ma vefomp holl, sant Jakez, Bodet en-dro deoc’h un devezh, Dirak Doue, gant hon zud-kozh, Evurus holl er baradoz. IMPRIMATUR: Perros-Guirec, die 7 JuIii 1901. LE PROVOST, vic.gen. Perroz-Gireg, e ti J. COTEL, mouler
Posted by gireg konan on 07/09/2015