Koneri Broudig

Ur ganaouenn all gant Frañsez Tomaz eus Perroz. En dro-mañ ez eo "Koneri Broudig" anv ar ganaouenn, war a seblant, ur c'hañfard a baotr anezhañ. Gwelet a reer n'eo ket Goneri e anv met Koneri. Un anv eo a zo brav-kenañ da glevet e brezhoneg, domaj eo en dije ur ster all e galleg, panevet da se e vije bet brav da zougen.
Koneri Broudig  

Koneri Broudig 'c'h eo ar paotr stoup (2X)

En deus tapet e revr war e chouk

Taramtadadêno

Hag aet gantañ da Drezeni

Taradamtadadi

 

Koneri Broudig 'c'h eo ar paotr kaezh

A gas e verc'h d'ar skol war 'r maez

E-lec'h he c'has d'al leandi

 

Nimp ' oa kañfarded en hent bras

Hag e meump (hon eus) ataket ar plac'h

'N ur skeiñ douar ha mein ganti

 

Un taol he deus bet war he fenn

Neuze 'c'h eo dizroet a-grenn

Piv 'n deus skoet hemañ ganin ?

 

Neuze ' oamp kondamnet raktal

Na da baeañ pevar real

'Vit bezañ skoet mein ganti

 

Welloc'h eo din paeañ ma somm

'Vit mont da brizon Lannuon

Un dizenor e vefe din
Oberour: Gireg Konan

Posted by gireg konan on 28/05/2007
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License