Youenn Gwernig hag RTB

Setu ur film bet graet un toullad bloavezhioù 'zo gant tud eus Brest "Les pieds dans le Paf" ha "Canal Ti-Zef" diwar-benn ar stourmoù e Breizh evit ma vo brezhoneg er skinwel. RTB er bloavezhioù '70 a oa krog dija gant ar stourm-se : Muioc'h a vrezhoneg war Frañs 3 ! Manifestiñ a veze graet. Bet zo a bep seurt tud abaoe o ren an abadennoù brezhonek, en o zouez, Youenn Gwernig e-unan, Fañch Broudig, ha me ' oar-me ! Bet zo TV Breizh ivez (no comment) ! Bepred e reer goap ouzhimp brezhonegerien. Pet munutenn a vrezhoneg zo bep sizhun war F3 ? 50, 60, 70... Met petra eo se e-keñver an ezhommoù ? Sellomp ouzh Euskadi, eno ez eus ur chadenn penn-da-benn en euskareg, 12 eurvezh bemdez ! E Kembre 5 pe 6 eur bemdez ! E Bro-Skos, e Bro Iwerzhon ! E Slovenia, e-lec'h ma 'z eus 1 milion a dud o chom, ez eus meur a chadenn stad o skignañ a-hed d'an deiz hag ur bern chadennoù kevredigezhel ! Ha ne vefe ket posubl e Breizh ? Perak o defe Korsiz unan ha n'o defe ket ar Vretoned ?

Posted by gireg konan on 16/07/2009
Gweloù / Vues: 0 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License