Ar Redadeg - ur ganenn

Ar Redadeg

Setu amañ ur sonenn savet e-sigur Redadeg ar brezhoneg a vo a-benn ar c'hentañ a viz Mae e Breizh. Savet eo bet get bugale 6vet klas Skolaj Diwan Gwened ha David Ar Gall.

http://arredadeg.free.fr/
Ar Redadeg

Komzoù : 6vet klas Skolaj Diwan Gwened ha David Ar Gall

Sonerezh : David Ar Gall

Miz C'hwevrer 2008




Ret eo redek,

Pa vez kaer an amzer

Redek edan ar glav

Ret eo redek, 

Pa vez noz pa vez deiz 

Redek a gêr da gêr




Bec'h àrnomp, mall-bras eo monet

Bout lodek ha kemer perzh

Gwiskiñ ma botoù ha monet kuit

1,2,3 skarzh a ma zi




Glav pe heol pe fallamzer

'Verna ket bras, er-maez eh in,

A-dreuz parkoù ha koadoùier

1,2,3, me 'yay-me get ma c'hi !




Ribl d'ar bourrapl, 'pep lec'h e Breizh

Pondi, Kemperle, Sant Nazer

A vro Naoned da Benn-ar-Bed

1,2,3, me 'yay-me ha c'hwi ? 




Dait ta genin da vale bro,

Da zizoleiñ hentoù nevez

Da anavet ar vraventez*

1,2,3, n'achuay ket hiriv !




Benn arc'hoazh eh imp ivez

Get kement a largentez

Ur bochad mignoned nevez

1,2,3 c'hoant 'm eus da esae !




Tud zo genin é redek

Leun a galon, a vegon

Redek, bevet ar brezhoneg !

1,2,3 a di da di ! 










vrawite/

*ãsi/

Posted by David on 27/02/2008
Gweloù / Vues: 0 - Aotre / Licence: License: by-nc-sa Creative Commons License