Gouel e Kastell Tonkedeg

Tonkedeg, d'ar 17 a viz Goueren, 2007. Aozet e oa bet ur gouel e Kastell Tonkedeg disadorn ha disul diwezhañ gouestlet d'ar vuhez er grennamzer. Ur mor a dud a oa deuet da welet penaos e veve an dud d'ar c'houlz-se, ar micherioù a raent, an doareoù emgann o doa ha kalz a draoù all. Fentus eo, daoust ma n'eo ket gwirheñvel, ijinañ ar c'hastell-se pa veve an dud ennañ d'ur c'houlz ma oa dieub Breizh pe dost.

Posted by Abjalm on 17/07/2007
Gweloù / Vues: 3 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License