Chom bepred digor, gant Jef Fulup

Chom bepred Digor, gant Jef Fulup
Chom bepred digor, o ma bro !

Mir bepred da galon digor !

Chom bepred digor

War an avel, ar mor,

Gant da fri atav en donvor ;

Chom bepred digor

War an avel, ar mor,

0 ma Breizh bepred chom digor.





Chom digor atav d'an avelioù

A yud hag a strak ‘barzh da ouelioù

Forzh pegen fallakr ar gwallamzer

Evel daoulagad lemm an erer



‘Vel ar c’houmoul stank 'lein an oabl glas

‘Vel an tan o teviñ ur c’hoad bras

‘Vel doureier skañv ar rinieroù

‘Vel bannoù an heol ‘dreuz d’ar brankoù



Gant c'hoarzh da vugale o tiwan

Gant da yaouankiz o 'n em gannañ

Da sonerien o c'haniri drant

Da varzhed o kanañ ha ‘tiskanañ



Martoloded 'c'h ober tro ar bed

Labourerien ‘poaniañ da hadañ ‘n ed

Arzourien o livañ hon dazont

Sell an holl Vreizhiz o stourm dispont

Posted by gireg konan on 12/09/2007
Gweloù / Vues: 0 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License