Ada ma skolaerez kaezh

Ur ganaouenn bet savet gant Hugues Auffray ha lakaet e brezhoneg ganin. Ur ganaouenn eo hag a glot gant ar c'houlz bloaz.
Ada dit ma skolaerez kaezh

(aotrou skolaer kaezh



Skrivet gant Hugues Auffray, lakaet e brezhoneg gant Gireg Konan



Un dañs-tro ‘raio ar vugale

Fromet ‘vezo kalon ar vestrez (mestr kaezh)

Warc’hoazh ne vezo ket ken dirake

Er c’hlas pe war ar porzh er-maez.



Ada dit ma skolaerez kaezh (ada dit aotrou skolaer kaezh)

Soñj em bo diouzhit da viken

E don hon c’halonoù diaes

‘Zo skrivet gerioù evel-henn

Setu amañ ur boked bleuñv

Evit lavaret da garomp

Ha birviken n’az ankouafomp

Dit-te bepred hon bezo keuz.



Ha pa vo echu an abadenn

Diskuliet ar c’homzoù kaer

E vezo kanet ur ganaouenn

A-raok kuitaat ha mont d’ar gêr.



Un daerenn zo kouezhet war he boc’h

Setu hi neuze hec’h-unan penn

Un dakenn hag a ziskouez tout al lorc’h

En he micher a-wechoù tenn.

Posted by gireg konan on 19/06/2013
Gweloù / Vues: 13 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License