Tri martolod yaouank

Ton mil-anavezet.
Tri martolod yaouank (tra la la, la di ga dra) 

Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ 

Tri martolod yaouank (tra la la, la di ga dra) 

Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ 

O vonet da veajiñ, gê, o vonet da veajiñ (bis) 



Gant ‘n avel bet kaset

Betek an Douar-Nevez



E-kichen Maen ar Veilh

O deus mouilhet o eorioù 



Hag e-barzh ar veilh-se

E oa ur servijourez



P’he deus-hi ma gwelet

He deus-hi ma goulennet



–‘Peus ket soñj, den yaouank

Hon boa graet anaoudegezh.



E Naoned, er marc'had

E tibab ur bizaoued



Ur bizaoued alaouret

Posted by gireg konan on 03/04/2017
Gweloù / Vues: 14 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License