D'an 22 a viz Du

Ur ganaouenn desket dimp gant Ifig Kastell.
Hervez doare ar c’haner Ifig Kastell


D’an daou warn-ugent a viz Du 

Pa oan o tremen war ar pont

D’an daou warn-ugent a viz Du

‘Tiskennas ar Saozon er Mor Du [ 2 X ]



‘Barzh er Mor Du p’oant diskennet

Ur plac’hig koant o doa laeret.



O doa laeret ur plac’hig koant

‘Vit kas ganto d’o batimant.



Ur plac’h yaouank a driwec’h vloaz

En he c’halon oa kalz a joa.



Marivonig zo hec’h anv

Ginidik eus parrez Plouilio.



Ar plac’hig-se sur a ouele

Ar vartoloded a c’hoarzhe.



Plac’hig, plac’hig na ouelet ket

Rak ho puhez na gollfet ket.



Rak ho puhez na gollfet ket

Mes hoc’h enor ne lâran ket !



Aotrou Saozon din-me ‘ lârfet

Nen eo ‘met deoc’h ‘ vin oblijet.



Din ma-unan, d’am faotr a gambr

D’am martoloded p’o do c’hoant !

Aotrou Saozon din-me ‘lârfet

War ‘r pont da vale am lezfet.



O ya, plac’hig ya baleit,

Met taolit evezh bezañ beuzet.



Hag ar plac’h-mañ a c’houlenne

Ouzh ar Werc’hez un deiz a voe :



Gwerc’hez Vari, o, lârit din

Pe ‘n em daol er mor ya pe ne rin ?



Gwell eo ganeoc’h bezañ beuzet

‘Vit ‘ golfec’h hoc’h enor ur wech.



Hag ar plac’h-mañ he deus sentet

He fenn er mor eo ‘n em taolet !



Mes ur pesk bras eus foñs ar mor

‘Sav ar plac’hig da c’horre ‘n dour.



Ur barr avel a zo savet

Toull porzh he zad ‘n deus he c’haset.



Ma zadig digorit ho tor

Ho merc’h Mari a c’houl digor.



Ho merc’h Mari a c’houl digor

Deuet d’ar gêr ganti hec’h enor.

Posted by gireg konan on 22/02/2018
Gweloù / Vues: 13 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License